Boreaded

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar Voreaded o tisklabezañ Fineüs eus an harpiedMirdi al Louvre

Kalais (Κάλαϊς e gregach) ha Zetes (Ζήτης) zo daou haroz eus mojennoù Hellaz kozh, lesanvet ar Voreaded (Βορεάδαι e gregach), dre ma oant mibien da vBoreas, Avel an hanternoz, ha da Oreithyia, ur vaouez varvel, merc'h da Erec'htheüs, roue Aten. Evel o zad e oant askellek, ouzh o c'hein pe ouzh o zreid diouzh kentel ar vojenn, ha buan evel an avel.

Gant an Argonaoted e kemerjont perzh e kest ar Maoutken aour. O breur-kaer Fineüs a veze heskinet gant an harpied drouk. Saveteiñ a rejont Fineüs, ha spontañ al loened fall. Iris, doueez ar ganevedenn, a c'houlennas ma ne vijent ket lazhet, met prometiñ a reas ne deujent ket war chouk Fineüs ken.

Pa reas ar Voreaded un diskenn e Salmydessos (Kıyıköy hiziv an deiz), ez ejont da zieubiñ o c'hoar Kleopatra, a oa bet bac'het gant ar roue Fineüs evit dimeziñ da Idaia, merc'h da zDardanos. Diskar ar roue Fineüs a rejont da reiñ ar galloud da vugale Kleopatra.

En ur vojenn ivez e lârer e oa karet Kalais gant Orfeüs. Se zo kaoz e vije bet lazhet Orfeüs gant merc'hed eus Trakia, fuloret war e lerc'h, un deiz p'edo o kantren war ar maez o hunvreal e Kalais.

Hervez Akousilaos e voe lazhet an daou vreur Kalais ha Zetes gant Herakles e Tinos.