Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Boreaded

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Implij kentel amañ, ur wech ouzhpenn, zo un dibab personel digomprenus d'al lennerien : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Boreaded&diff=next&oldid=1755935. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Gou 2017 da 19:24 (UTC)[respont]

Ne gomprenan ket "ur wech ouzhpenn". Ne gomprenan ket perak ne gomprenfe ket al lennerien ur ger hag a zo er geriadurioù. Met kompren a ran e lakaez al lennerien eveldon da falskomprenerien pe, da nebeutañ, d'ul live izeloc'h eget an hini a gredez kaout.--90.32.246.192 19 Gou 2017 da 19:31 (UTC)[respont]
Ur wech ouzhpenn peogwir eo bet lavaret dit dija ha da veur a hini eus da anvioù, hag e komprenez mat-tre. Neuze emaout o vont da lavarout e peseurt geriadurioù e kavez ar ster (nevez moarvat) a roez amañ, pezh n'az poa ket graet d'ar genaoueg ac'hanon neuze. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Gou 2017 da 19:37 (UTC)[respont]

Me ne zegemeran urzh ebet digant den. Ma'z eo "bet lavaret din dija ha da veur a hini eus ma anvioù", sur a-walc'h em eus lavaret "e peseurt geriadurioù e kavan ar ster (kozh a-dra-sur) a roan amañ". N'eo ket dit e skrivan er pennadoù, d'al lennerien eo. Reizhañ a ran ar pezh a zo fazioù anat: ereadur, bommoù amsklaer, gerioù diresis evel "doare" padal ez eus unan resis: kentel, en degouezh-mañ. Kompren a ran mat ez eus ur genaoueg ac'hanout, pa lavarez.--90.32.246.192 19 Gou 2017 da 19:52 (UTC)[respont]

Ne oan ket o c'hortoz ur respont all : heñvel eo ouzh ar respontoù disprizus a vez ganit peurliesañ. N'eo ket evidon e c'houlennen ivez, evit al lennerien all ha n'o deus ket aotre da c'houzout pelec'h ec'h ez da besketa da c'herioù ral. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Gou 2017 da 19:56 (UTC)[respont]
Komprenusoc'h "diouzh kentel" eget "dareoù" ( evel ma oa skrivet), forzh penaos. Evit stêr "kentel", ret eo bezañ lennet eveljust ur wech bennak Fanch An Uhel (troet gantañ "version") : https://br.wikisource.org/wiki/Pajenn:Luzel_-_Gwerziou_Breiz-Izel_vol_2_1874.djvu/89
Version troet gant doare ivez e geriadur Ménard (liv ebet eus kentel siwazh!), met hennezh marteze n'eo ket resis a-walc'h evidout-te. Gallout a reer krediñ e adkemer an Uhel ar ster a gaver e Barzaz Breiz : kan gant un tamm astenn d'ar ster. Nemet kavet e vefe implijet diwar-benn komz-plaen gantañ evel-just. E Gwerziou Breiz Izel e vefe diaes. Ma, geriadur ebet betek-hen neuze? Gant ma daoulagad skuizh ha ma brezhoneg fall, e-skoaz da hini da hini ken brav, ne welan ken. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Gou 2017 da 20:28 (UTC)[respont]

M.Ménard : "version : rezhienn, usu. doare, stumm". "kentel" troet gant "version" gant An Uhel. Ar peurrest eus da skrid n'eo met "noyer le poisson", den leun a feiz fall.

Kred sinañ da gunujennoù.
N'on ket sur e komprenez petra eo ster ar verb goulennn pe hini ar verb arguzenniñ (graet gant arguzennoù), den leun a feiz vat. E-lec'h kunujenniñ e c'hallfes marteze displegañ perak ne gaver ar ster roet gant an Uhel nemet gantañ (ha c'hoazh! dilezet eo bet ! ) hag e geriadur ebet gwech ebet nag a-raok na goude (nemet e vefe en ur geriadur bennak goude geriadur an Here e 2001, n'em eus ket sellet c'hoazh). Gwir eo, gerioù zo ne vezont testeniekaet nemet ur wech, evel kourtizanez, gant an Uhel ivez. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Gou 2017 da 21:09 (UTC)[respont]

Sikour digant an Uhel

[kemmañ ar vammenn]

Implij "kentel" zo marteze ur mennozh ha n'eo ket bet kavet kavet gwall vat gant an Uhel himself. Diwar e 2 levrenn Gwerziou Breiz Izel e 1868 ha 1874, ha div levrenn Soniou Breiz Izel e 1890, n'eo bet implijet ar ger er ster-se nemet en eil levrenn ar Gwerziou, e 1874, en eil eus an teir levrenn eta, evel pa n'en dije ket kredet implij ken er Soniou. Kompren a ran gwelloc'h perak n'eo ket bet adkemeret gant geriadurour ebet betek gouzout (nemet reiñ a rafes ur brouenn gontrol). Klemmicherien a lavaro moarvat eo "noyer le poisson", me gav em eus desket un dra bennak din ma-unan a-drugarez dit. N'eo ket brav ar vuhez? Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 Gou 2017 da 07:26 (UTC)[respont]

Kenderc'hel da skrivañ "tud-kezeg" pa 'z eo diskouezet splann eo "tud-varc'h".
Lavarout "y" n'eo ket brezhoneg ha skrivañ "Odisseia" gant "ss", ar pezh n'eo ket brezhoneg.

Sin da gemennoù, ma kredez. Ha n'eo ket ret pellgomz. Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 Gou 2017 da 08:05 (UTC)[respont]

Ar gaoz boulc'het amañ a oa db ur ster personel roet d'ar ger kentel. Sklaeroc'h an traoù din. Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 Gou 2017 da 08:11 (UTC)[respont]

Roud ebet eus ster an Uhel e-barzh devri: d'am meno e tlefes lakaat. Ma kredez ober. Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 Gou 2017 da 12:01 (UTC)[respont]