Bloavezh-gouloù
Neuz
(Adkaset eus Bloavezh goulou)
Ur bloavezh-gouloù, berraet dre bg, zo un unanenn a vez implijet er steredoniezh evit muzuliañ hedoù en egor. Kevatal eo d'an hed a vez redet gant ar gouloù er goullo e-pad 365,25 devezh, da lavaret eo 9 460 730 472 580,8 kilometr.
Implijet e vez dreist-holl evit muzuliañ hedoù adalek an Douar pe an Heol betek steredennoù, hag etre korfoù-egor war skeul ur c'halaksienn.
Ar parsek (arouez : pc, kevatal da ≈ 3,26 bg) eo an unanenn a vez arveret an aliesañ gant ar steredoniourien a-vicher.
Termenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War ur bloavezh juluan (364,25 devezh) ez eo diazezet jedadenn an Unvaniezh Steredoniel Etrebroadel (International Astronomical Union, IAU), ha n'eo ket war ur bloavezh gregorian (365,2425 devezh) [1] ; 299 792 458 m/s eo tizh ar gouloù.
Kenfeurelezh an unanennoù SI en egor
| ||||
---|---|---|---|---|
pc | bg | ua | m | |
pc | 1 | 3,2615 | 206 264 | 3,09×1016 |
bg | 0,3066 | 1 | 63 242 | 9,46×1015 |
ua | 4,84×10-6 | 1,58×10-5 | 1 | 1,50×1011 |
m | 3,09×10-16 | 9,46×10-15 | 1,50×10 -11 | 1 |
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Mesuring the Universe @ IAU. Kavet : 13 Kerzu 24.