Parsek
Parsec / Parsek | |
---|---|
![]() | |
Reizhiad | Unanennoù steredoniel |
Kementad | Hedoù |
Arouez | pc |
| |
1 pc = | 3,0857 x 1016 metr 206 265 au 3,26156 bg |
Er steredoniezh e reer parsek (TermOfis ; eus ar saozneg parsec), berraet dre pc, eus un unanenn a implijer evit muzuliañ hedoù bras-bras etre korfoù-egor a zo er-maez eus koskoriad an Heol. Kevatal eo da war-dro 30,9 milion a gilometradoù, eleze 3,26 bloavezh-gouloù (bg) ha 206 265 unanenn steredoniel (au).
Ijinet eo bet an unanenn-se evit eeunaat ar jediñ hedoù en egor, neuze e vez arveret er steredoniezh hag en astrofizik, petra bennak ma vez graet aliesoc'h gant ar bloavezh-gouloù el levrioù da ledañ ar skiantoù.
Gant ar parsec e reer peurliesañ evit muzuliañ hedoù e diabarzh Hent Sant-Jakez ; gant rakgerioù unanennoù an SI e reer avat evit hedoù brasoc'h : kiloparsec (kpc) evit ar c'horfoù-egor pellañ en hor galaksienn ha tro-dro dezhi, megaparsec (Mpc) evit ar galaksiennoù tostañ, gigaparsec (Gpc) evit ar galaksiennoù pellañ hag evit meur a gwazar.
Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Parsec zo ur berradur eus ar bomm saoznek a distance corresponding to a parallax of one second ("un hed kevatal d'un oleeunad un eilenn"), bet goveliet gant ar steredoniour saoz Herbert Hall Turner (1861-1930) e 1913[1].
- Parallax / oleeunad : dilec'hiadur hañvalat lec'h un draezenn hervez lec'h un arseller a zo o sellet outi. Dre ar c'hogn a zo etre an daou lec'h hañvalat e vuzulier an oleeunad.
Termenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou zoare zo da dermeniñ ur parsec, an eil o vout kevatal d'egile evel-just.
- An hed ma c'houstenn 1 unanenn steredoniel ur c'hogn 1 eilenn gwarenn (da lavaret eo 1 derez/3600).
- An hed etre an Heol hag ur c'horf-egor gantañ ur c'hogn oleeunad kevatal da 1 eilenn gwarenn.
Diviz B2 an International Astronomical Union da geñver e XXIXvet Bodadeg Veur bet dalc'het e Helsinki e 2015 a dermenas talvoudegezh ar parsec :
- 1 pc = 648 000 / au = 206 264,80624709635656598954519745 au = 30 856 775 814 913 673 metr.[2].
Skouerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Proxima Centauri, ar steredenn a zo tostañ d'an Heol, zo war-dro 1,3 pc (4,2 bg ha 268 144,5 au) pell dioutañ.
- Un nebeud kantadoù pc zo etre an Heol hag an darn vuiañ eus ar steredennoù a c'heller gwelet eus an Douar gant un daoulagad noazh, ar re bellañ o vout meur a kpc dioutañ.
- War-dro 34 kpc (110 000 bg) eo treuz Hent Sant-Jakez, ha tremen 8 kpc (26 000 bg) zo etre an Douar ha kreiz ar c'halaksienn.
- Ur 0,78 Mpc bennak (2,5 milion a vloavezhioù-gouloù) zo betek galaksienn Andromeda.
Kenfeurelezh an unanennoù SI en egor | ||||
---|---|---|---|---|
pc | bg | au | m | |
pc | 1 | 3,2615 | 206 264,80 | 3,09×1016 |
bg | 0,3066 | 1 | 63 242 | 9,46×1015 |
au | 4,84×10-6 | 1,58×10-5 | 1 | 1,50×1011 |
m | 3,09×10-16 | 9,46×10-15 | 1,50×10 -11 | 1 |
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Dyson, F. W.. The Distribution in Space of the Stars in Carrington's Circumpolar Catalogue. In : Monthly Notices of the Royal Astronomical Society, levrenn 73, niverenn 5, Meurzh 1913, p. 342 (enkargit ar PDF). Kavet : 14 C'hwe 25.
- ↑ (fr) Résolution B2 @ IAU. Kavet : 14 C'hwe 25.