Blitzkrieg (heuliad c'hoari video)
Blitzkrieg a zo ur c'hoari video strategiezh diazezet war darvoudoù an Eil Brezel-bed. Anv ar c'hoari a zo bet awenet gant anv ar strategiezh brezel Blitzkrieg.
Dre hanterenn ar c'hoari e c'haller evel c'hoarier dont da vezañ un ofiser penn e-pad emgannioù brudet an Eil Brezel-bed war tachennoù-brezel Europa hag Afrika an norzh. E toare an heuliad c'hoarioù Sudden Strike, Blitzkrieg a vez dedennet muioc'h gant an emgannioù e-serr ar sell sevel bazennoù.
An heuliad c'hoarioù Blitzkrieg a implij ar sistem enep kopiañ StarForce. Blitzkrieg Anthology ne implij ket ar sistem-se.
Aergelc'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An aergelc'h a zo unan adsavet ar gwirañ ouzh hini ar mare. An tresoù 3-ment gwirvoudel a gemer e gont ar c'houlzioù-amzer, ar zonennoù hin hag ar barradoù amzer a c'hell bezañ un enebour da strategiezh ar c'hoarier. Korventennoù-erc'h pe korventennoù-traezh a lakaa ar c'hirri-nij da vezañ stanket ouzh an douar neuze ne vez ket an tu d'ar c'hoarier da gaout sikour bombezadegoù war e enebourien. Ar gwad a c'hell bezañ tennet evit ma vefe nebeutoc'h a feulster er c'hoari.

Er c'hoari e adkaver 350 unvezh hag objedoù istorel disheñvel. Ar c'hoarier a c'hell sevel pontoù evit tremen ar stêrioù, an tu a zo gant an ijinourien da sevel fozioù-difenn, da blantañ minennoù enep troadegiezh pe enep tankoù, an tu a zo ivez da zresañ ar c'harbedoù pe da bareañ an unvezhioù troadegiezh.
Pep unvezh eus un nasion a gomz e yezh orin evit bezañ gwiroc'h.
Strategiezh bras-niver[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
N'eus ket ur sell teknikel war an danvezioù diazez, nemet ar mirlec'hioù a c'hell bezañ prizoniet pa vezont kavet war an dachenn emgann. A-vras e vez kavet an tu da zistruj pep tra war ar gartenn, memes ar savadurioù pe ar pontoù. Ar c'hoadeier a c'hell bezañ riset dre ar c'harbedoù pe c'hoazh ar ganolierezh.
Implij ar ganolierezh hag an tankoù a zo hollbouezus evit trec'hiñ an enebourien. Ar soudarded mailh-tennerien a vez kaset evit ensellañ an tachennoù dindan krabannoù an enebourien, ar re-se a vlein ar ganolierezh en e dennoù. Gellout a reont ivez lazhañ bourzhiadoù ar c'hanolioù enebour.
Gant ar c'hoari e vez un embanner kartennoù evit sikour ar c'hoarierien da sevel kartennoù hag unvezhioù nevez.