Nebelwerfer

Eus Wikipedia
Nebelwerfer
artillery model
Iskevrennad eusbanner-roketennoù lies, kanolierezh roketennoù Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed Kemmañ
Bro orinTrede Reich Kemmañ
Lakaet er servij1940 Kemmañ
Un Nebelwerfer 15 kantimetr
Tresadennoù spiañ ar Gevredidi eus an 10 sm Nebelwerfer 40
Tennoù roketennoù ar banner Nebelwerfer e-pad Emsavadeg Varsovia

An Nebelwerfer ("Morter mogeder") a oa ur rummad armoù implijet gant an Alamanted e-pad an Eil Brezel-bed. Savet e oant bet da gentañ hag implijet gant ar Wehrmacht evit ar "soudarded mogeder" (Nebeltruppen). Anv an arm-se a zeu diwar ar c'hoant da dromplañ ensellerien Kevredigezh ar Broadoù, hag a ziwalle ouzh torroù Feur-emglev Versailhez. Ar re-se a soñje ganto ne oa nemet un arm evit kas moged dirak ar soudarded o vont war-raok. En gwirionez ouzhpenn kas obuzennoù moged e oa bet soñjet kas obuzennoù gas. A-benn ar fin e voe savet obuzennoù gant danvez-tarzh evit an Nebelwerfer kerkent ha ma krogas an arm da vezañ produet.

Da gentañ e oa bet kaset daou zoare morter war an tachennoù emgann a-raok ober gant doareoù banner-roketennoù disheñvel e-leizh gant mentoù obuzennoù a bep seurt, eus 15 betek 32 gantimetr. Korfoù fin-tre roketennoù an Nebelwerfer a roe an tu da ouzhpennañ kalz muioc'h a gazoù moged, pe a zanvez-tarzh evit ma oa tu gant obuzennoù ar c'hanolierezh a vent gante. Ouzhpenn-se an niver uhel a dennoù diouzh renk a roe an tu dennañ buan evit badaouiñ an enebour. Adalek kampagn ar Balkanioù, an Nebelwerfer a oa bet implijet en holl gampagnoù brezel eus arme an Trede Reich e-pad an Eil Brezel-bed.

Meur a stumm a voe roet d'an Nebelwerfer da glask reiñ d'an armoù-se rolloù niverusoc'h-niverusañ betek un doare gant roketennoù 21 c'hantimetr implijet evel arm enep-kirri-nij.

Nebelwerfer 35 10 sm[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ment korf roketennoù pe obuzioù ur morter a c'hell bezañ kalz tanavoc'h evit re ar c'hanolierezh ha kas muioc'h a zanvez-tarzh pe a c'hazoù. Skourr an arme amerikan evit an armoù kimiek (US Army's Chemical Warfare Service) a ziorroas ur morter kimiek 4,2 meudad gant ar memes soñj. Kentañ arm soudarded an Nebeltruppen a voe ivez ur morter, an Nebelwerfer 35, a voe savet er bloavezh 1934.

Nebelwerfer 40 10 sm[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tost adal ar penn kentañ, al lu alaman a c'houlennas ur morter, dezhañ un hed tenn brasoc'h evit hini an Nebelwefer 35 hag a oa 3 000 metrad, a-raok ma vefe bet implijet an arm war un dachenn emgann. Ret e voe gortoz Mae 1940 avat evit gwelet ar c'hentañ amprouadennoù war un dachenn emgann. Hini eus ar c'hentañ armoù ne zeree met implijet e voe o gwellañ perzhioù da sevel an Nebelwerfer 40, 10 sm. Evit ar marevezh e oa bet krouet un arm karget dre ar c'hulas mordern-tre gant ur wikefre enepkiladenn hag ur c'harr da fiñval anezhañ. A-benn ar fin e c'helle tennañ 2 wech pelloc'h evit an Nebelwerfer 35, met 8 gwech brasoc'h e oa ha koust a rae tost da zek gwech muioc'h : 1 500 Reichsmark evit 14 000 RM.