Mont d’an endalc’had

Bevoniezh

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Biologiezh)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Animalia - Bos primigenius taurus
Planta - Triticum
Fungi - Morchella esculenta
Stramenopila/Chromista - Fucus serratus
Bacteria - Gemmatimonas aurantiaca (- = 1 Micrometer)
Archaea - Halobacteria
Viruz - Gamma phage

Ar ger bevoniezh a zo bet savet diwar ar brezhoneg bev-, ur penngef hag a denn d'ar boudoù a zo buhez enno, ar bevien a vez graet anezho.
Implijet e vez ivez an termen biologiezh, savet diwar ar gregach βίος = buhez ha λόγος = gouiziegezh.

Ur skourr eus Skiantoù an Natur eo ha gouestlet eo da studi ar vuhez diwar an holl savboentoù a c'hell bezañ kavet :

  • Skouerioù ha doareennoù ar bevien : loenoniezh, Louzawouriezh, mikrobevoniezh...,
  • Frammadur ar bevien hag o mont en-dro a c'hell bezañ sellet outo diwar veur a savboent : molekul (bevoniezh volekulel), kellennoù (bevoniezh kelligel), organoù (bevoniezh an organoù), deskrivadur ar c'horfoù (anatomiezh), mont en-dro (fiziologiezh),
  • Darempredoù ar bevien gant o endro (ekologiezh),
  • Studi renkadurezh ar spesadoù liammet gant o istor pe emdroadel pe fullogenel ; sistematik a vez graet eus an dachenn-mañ.

Savet ez eus bet meur a renkadurezh evit ar bevien goude ma oa bet kinniget gant ar Svedad Carl von Linné er XVIIvet kantved renkañ anezho e daou renadur : al loened hag ar plant. Bremañ e vez kinniget sistemoù kladistik gant muioc'h eget ugent renadur.

Ar skiant a denn da studi ar vuhez eo ar vevoniezh, ha da gentañ ar mikro-organegoù hag a zo ar bakteri, ar c'huanobakteriennoù (?) hag ar mikroplasmoù, met an darn vuiañ eus ar vevoniourien n'eo ket evit sellout ouzh ar viruzoù, ar viroidoù hag ar prion evel bevien.

Anvet eo kellennoù eukariot ar c'hellennoù a zo dezho an dafar genetek rodellet en ur galonenn ha gwarezet gant ur goc'henn. An organegoù-mañ a vez graet eukarioted anezho.

Koulskoude ez eus organegoù unkellennek hag a zo o dafar genetek strewet e-barzh o c'hitoplasm hep kalonenn ebet. Ar seurt kellennoù-mañ a vez graet prokarioted anezho.

Kelennoù bevoniezhel ha termenoù liammet outo

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bevoniourien vrudet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]