Mont d’an endalc’had

Robert Koch

Eus Wikipedia
Robert Koch
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh Hannover, Impalaeriezh alaman Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denRobert Heinrich Hermann Koch Kemmañ
Anv ganedigezhRobert Heinrich Hermann Koch Kemmañ
Anv-bihanRobert, Hermann, Heinrich Kemmañ
Anv-familhKoch Kemmañ
Deiziad ganedigezh11 Kzu 1843 Kemmañ
Lec'h ganedigezhClausthal Kemmañ
Deiziad ar marv27 Mae 1910 Kemmañ
Lec'h ar marvBaden-Baden Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvmyocardial infarction Kemmañ
TadHermann Koch Kemmañ
MammMathilde Henriette Koch Kemmañ
Breur pe c'hoarHugo Koch, Helene Koch Kemmañ
PriedEmmy Koch, Hedwig Koch Kemmañ
BugelGertrud Pfuhl Kemmañ
KarWilliam Threlfall Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg Kemmañ
Tachenn labourmikrobevoniezh Kemmañ
ImplijerHumboldt University of Berlin Kemmañ
Bet war ar studi eUniversity of Göttingen Kemmañ
Diplom skol-veurDoktor Kemmañ
Rener tezennGeorg Meissner, Rudolf Virchow ,hola nose que esta pasando asi que dire que ¿Wikipedia deja editar esto? Kemmañ
Danvez-doktorEmil von Behring, Friedrich August Loeffler, Shibasaburo Kitasato, August von Wassermann Kemmañ
StudierJohannes Fibiger, August von Wassermann, Alexander Crever Abbott, John Addison Fordyce Kemmañ
Lec'h labourGerman East Africa Kemmañ
BrezelBrezel 1870-1871 Kemmañ
Contributed to creative workPopular Science Kemmañ
Oberenn heverkKoch's postulates Kemmañ
Diellaouet gantRobert Koch Institute Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Robert Koch
(luc'hengravadur, 1900).

Heinrich Hermann Robert Koch, bet ganet d'an 11 a viz Kerzu 1843 e Clausthal (Kengevread alaman d'an ampoent) ha marvet d'ar 27 a viz Mae 1910 e Baden-Baden (Impalaeriezh alaman d'an ampoent), a oa ur mezeg alaman.
Brudet-kenañ eo evit bezañ kavet Mycobacterium tuberculosis, ar bakteri kiriek d'an dorzhellegezh : anvet e voent bazhilli Koch diwar e anv. Chomet eo anavezet evel unan eus diazezerien ar vakteriologiezh.

Mont a reas war studi ar skiantoù naturel ha hini ar vezegiezh e Skol-veur Göttingen (Saks-Izel, en Alamagn a-vremañ). Unan eus e gelennerien, Jakob Henle (1809-1885), a oa un difenner eus an damkaniezh c'harvevel savet gant Louis Pasteur (1822-1895) e 1860. Mont a reas da eilmezeg ospital Hambourg da gentañ.

Digor a-walc'h e oa e spered peogwir e oa dedennet gant an arkeologiezh, an arvevadouriezh hag an denoniezh ivez.

An hini kentañ eo a zeuas a-benn da diñvañ Bacillus anthracis (1876), bakteri eus ar genad Bacillus kiriek d'ar serk kavet e penn-kentañ ar bloavezhioù 1850 gant ar skiantourien alaman Aloys Pollender ha gall Pierre Rayer ha Casimir Davaine. Da-geñver an enklaskoù-se e tiorroas meur a deknik nevez evit livañ, tiñvañ hag anavezout an hadennoù.

E 1880 e kemeras penn arnodva bakteriologiezh Berlin.

[...].