Belgius
Bolgios, pe Belgios, pe Belgius e latin, a oa ur penngadour galian hag a gemeras perzh en « Droiad-Vrezel vras » da Rouantelezh Makedonia war-dro ar bloaz 279 kent JK, a-gevret gant Brennos ha Keretrios.
Diazezet e oa e bobl e Pannonia, ha kerzhet o doa betek Trakia dindan ur penngadour anvet Cambaules. Kas a rejont armeoù a bep tu: unan gant Keretrios a-enep Trakia ha Triballi; unan all enep Paionia a oa renet gant Brennus hag Akic'horios; an trede, enep Makedonia hag Illiria, a oa kaset gant Bolgios.
Roue Makedonia, Ptolemeios Keraunos, ne oa ket nec'het gant an armead Galianed o tostaat, ha nac'h a reas kinnig an Dardanianed a oa prest da gas 20,000 soudard dezhañ. Bolgios a gasas kannaded da Btolemeios: arc'hant ha peoc'h pe brezel ha preizhata. Nac'h a reas Ptolemeios plegañ, ha goulenn a reas digant ar C'halianed reiñ gouestlidi hag armoù. Brezel a voe un toullad deizioù goude ha faezhet e voe roue makedonia, ha skoet d'an douar diwar gein e olifant brezel. Tapet e voe, ha dibennet, ha baleet e voe ar penn roueel war an dachenn -emgann e penn ur goaf.
Ur priñs makedonian, Sostenes, a savas un arme all hag a vountas ar C'halianed er-maez, nemet trec'het e voe ivez goude gant Brennos. Goude-se, arme Brennos a gerzhas gant hini Akic'horios war-du Hellaz, hag a voe trec'h en Emgann an Termopiloù, e 279 kent JK, hag aleshont betek Delfi.
Goude e tistroas Belgios da C'halia.
Meneget eo gant Pompeius Trogus, Junianus Justinus ha Paosanias ar Beajour.
Mojenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez John Koch e oa deuet Bolgios da vezañ un doare doue, ha dont a rafe anv ar "Belgae" diwarnañ, pa vije bet kemeret ganto da hendad. Pa voe aloubet Enez Vreizh ganto e voe troet e Beli Mawr.
Lennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pausanias ar Beajour, Description of Greece 10.19-23;
- Junianus Justinus Epitome of Pompeius Trogus' Histories 24.4-8;
- Memnon, History of Heracleia 8;
- Diodorus Siculus, Historical Library 22.3
- Benedikt Niese: Belgius. In: Paulys Realencyclopädie der classischen Altertumswissenschaft (RE). Band III,1, Stuttgart 1897, Sp. 208.
- Venceslas Kruta, Les Celtes, histoire et dictionnaire, Robert Laffont, « Bouquins », Pariz, 2000, (ISBN 2-7028-6261-6)
- John Haywood, Atlas historique des Celtes, Autrement, Pariz, 2002, (ISBN 2-7467-0187-1)
- John T Koch, Celtic Culture: A Historical Encyclopedia, 2006, pajenn 200.