Pompeius Trogus

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Histoires philippiques gant Pompeius Trogus, deverret gant Justinus, embannadur 1519, skouerenn nemeti anavezet.

Pompeius Trogus pe Cneius Pompeius Trogus zo un istorour galian-roman, ganet e Vaison-la-Romaine, en amzer an impalaer roman Augustus. Sevel a reas ur pikol istor, a zo bet deverret gant Justinus.

Epitome historiarum Trogi Pompeii

Kentañ istorour galian-roman[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Galian e oa, eus pobl ar Voconces, ha war un dro keodedour roman, dre ma oa bet roet ar geodedelezh en amzer Pompeius en Narbonensis.

Levezonet e oa gant ar sevenadur hellazek skignet gant Massilia (Marseille). Sevel a reas un istor eus bed ar reter, anvet Historiæ philippicæ (istorioù filipek), en 44 levr, diwar labour an istorourien c'hresian eus ar marevezh hellenistek. Echuiñ a rae en amzer Augustus.