Akic'horios

Eus Wikipedia
Brezelioù ar Gelted war-du ar reter en IIIde kantved kent JK.

Akic'horios (e gregach : Ακιχώριος) a oa unan eus penngadourien ar C'halianed a aloubas Trakia ha Makedonia e -280 gant Brennos, ha gantañ e oa e penn ar rannarme a dreuzas Paionia. E -279 ez eas gant Brennos da aloubiñ Gres.

Istorourien zo a gav ganto n'eus nemet un den eus Brennos hag Akic'horios, an anv kentañ a vefe un titl, hag an eil ar gwir anv.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]