Bazilig
Ur bazilig[1] pe bazilisk[2] (diwar βασιλίσκος / basiliskos, roue bihan e gregach; basiliscus e latin), pe a-wechoù, ha diwezhatoc'h, kokatris[3], zo ul loen mojennel hag en devoa brud da gontammañ an dud ha da vezañ gouest d'o zreiñ e mein.
Bazilig
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar bazilig a oa un naer vihan kontammus hag a c'halle lazhañ gant ur sell hepken. Ganet e vije eus gwad Medusa, mamm un toullad euzhviled. Meneg anezhañ zo abaoe an Henamzer.
Adalek ar Grennamzer avat e veze kontet da vezañ ul loen hanter naer hanter kilhog hag a veze anvet bazilikog a-wechoù.
Hervez Isidoro Sevilla e oa ar basilisk roue an naered, dre ma c'halle lazhañ gant e selloù hag e anal kontammus.
Beda Venerabilis eo ar c'hentañ a reas anv eus mojenn ganedigezh ar basilisk eus vi ur c'hilhog kozh. Ar gouizieg saoz Alexander Neckam (1157–1217) en De naturis rerum (c. 1180) eo ar c'hentañ a skrivas ne oa ket sell ar loen met e anal a lazhe an dud, ha kemend-all a voe adlavaret gant Pietro d'Abano[4].
Bazilikog
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar bazilikog a deue, a greded, eus ur vi kilhog. Gant Geoffrey Chaucer eo meneget ar ger basilicok en e levr Canterbury Tales (1387-1400). Hervez mojennoù zo e c'hall ar bazilisk bezañ lazhet ma klev kan ur c'hilhog pe ma en em wel en ur melezour. Bazilisk Varsovia a voe lazhet, hervez ar vojenn gant un den a zalc'he melezourioù.
Kokatris
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'hokatris a oa ul loen mojennel eus ar Grennamzer, droukvesket a-wechoù gant ar bazilisk.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Basilisc de Reus, ul loen mojennel eus folklor Reus, e Katalonia.
- Ar bazilig meneget e Zadig, romant gallek gant Voltaire (pennad XVI).
- Ur bazilisk zo kaoz anezhañ er romant Kambr ar Sekredoù.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Basiliscus plumifrons, glazard kreizamerikan,
- Cikavac, evn mojennel serb.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Geriadur Gregor p. 82a : Basilic, serpent qui a une couronne sur la tête & qu'on dit le Roi des serpents & le plus dangereux de tous tr. "Basiliq p. basiligued".
- ↑ Bazilisk e levrioù Harry Potter brezhonek.
- ↑ Catholicon : cocatrice, g.idem.l.hic basilicus & Devri
- ↑ NECKHAM, Alexander : De naturis rerum, Cambridge University Press, 2012 (ISBN 978-1-108-04787-6)