Kokatris

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Kokatris ouzh dor Belvedere Castle (1869) e Central Park, e New York

Ar c'hokatris [1] zo ul loen vojennel daoudroadek, penn ur c'hilhog dezhañ, damheñvel ouzh naer pe aerouant, er Grennamzer, droukvesket a-wechoù gant ar bazilig, a vez diskouezet dieskell.

Dont a rafe ar ger eus ar ger gallek cocatris, diwar ar ger latin calcatrix, un droidigezh eus ar ger gresianek ichneumon. Ar vojenn savet en XIIvet kantved a deufe eus Naturalis Historia (istor naturel) Plinius an Henañ, ma lenner e chom an ichneumon da c'hortoz ken na zigor ar c'hrokodil e c'henou, d'an evn Trochilus da vont e-barzh da naetaat e zent.

Hervez ar gouizieg saoz Alexander Neckam (11571217) en De naturis rerum (c. 1180) e teu al loen anvet cockatrice eus ur vi kilhog goret gant un touseg. [2]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (en) Laurence A. Breiner : The Career of the Cockatrice, er gelaouenn Isis, niv. 70.1, University of Chicago Press, 1979, pp. 30–47 — Lenn en-linenn

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Catholicon : cocatrice, g.idem.l.hic basilicus & Devri
  2. NECKHAM, Alexander : De naturis rerum, Cambridge University Press, 2012 (ISBN 978-1-108-04787-6)