Aurore et Aimée
Aurore et Aimée zo ur gontadenn c'hallek gant Jeanne-Marie Leprince de Beaumont (1711-1780), adembannet e Contes moraux pour l'instruction de la jeunesse en un dastumad teir levrenn e 1806.
Hervez renkadur Aarne-Thompson eo ur gontadenn hervez ar patrom 480, diwar-benn ar merc'hed mat hag ar re zrouk. War ar memes patrom e oa Le tre fate gant Giambattista Basile en e Bentamerone, hag ivez la Belle et la Bête, unan eus ar c'hontennoù huderezh kentañ skrivet evit bugale.
Ar gontadenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un itron he devoa div verc'h, kaer meurbet o-div : Aurore, an henañ, a veze en imor vat atav, met Aimée, ar yaouankañ, a oa drouk. Pa oa Aurore en he c'hwezek vloaz hag Aimée en he daouzek, e oa krog an itron da goll he c'hened. Ne felle ket dezhi leuskel den da c'houzout e oa kozh a-walc'h da gaout bugale en oajoù-se, neuze ez eas da chom d'ur gêr all, e kasas Aurore war ar maez, hag lavaras ne oa Aimée nemet dek vloaz, he devoa ganet anezhi pa oa pemzek vloaz.