Atlas (kartennaoueg)
Neuz
Un atlas zo, peurvuiañ, un dastumad kartennoù douaroniezh, pe tresadennoù ha skeudennoù diwar-benn an douaroniezh
En atlasoù douaroniezh e pleder peurvuiañ gant an Douar pe gant ul lodenn anezhañ, met gallout a reer kaout ivez atlasoù a bled gant un arvez hepken eus an douaroniezh (armerzh, douarouriezh...), atlasoù istorel pe yezhoniel, pe c'hoazh atlasoù eus ar planedennoù all pe o loarennoù. Alies e vez bodet ar c'hartennoù-se e stumm ul levr met stummoù all a c'haller kaout ivez (stummoù niverel da sellet outo gant urzhiaterioù).
Brudet eo Gerardus Mercator, a savas atlasoù e 1569, 1578, 1585, 1589, 1595 hag e 1606.