Mont d’an endalc’had

Athelstan (Bro-Saoz)

Eus Wikipedia
Ur pennad Æthelstan zo ivez.
Munudoù eus Athelstan diwar ur werenn-livet e chapel Skolaj An holl eneoù e Oxford.

Roue an Angled-ha-Saozon, pe roue Bro-Saoz, e oa Æthelstan pe Athelstan (894–939), ha ren a reas adal 924 betek e varv e 939.

Ganet e oa war-dro 894. Mab e oa d'ar roue Edward an Henañ ha d'e bried kentañ, Ecgwynn. Ne zimezas ket ha bugel ebet n'en doe.

Degemer a reas en e lez ar Brezhon Alan Varvek, mab da Vathuedoi a Boc'her, en harlu rak ar Vikinged, hag a zeuas da vezañ dug Breizh goude dilestrañ e 936, ha Loeiz IV a Dramor, en harlu ivez, hag a zeuas da vezañ roue Bro-C'hall e 936.

War e lerc'h

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ne zimezas ket Æthelstan, ha n'en doe bugel ebet. E lezvreur Edmund Iañ a renas war e lerc'h en 939. Ar Vikinged a gemeras o zro da deurel o c'hrabanoù war gêr York adarre, ha ne voe adkemeret kêr gant ar Saozon nemet en 954.


Alfred Veur Roue Bro-Saoz

924- 939
War e lerc'h:
Edmund Iañ