Athelstan (Bro-Saoz)
Neuz
Ur pennad Æthelstan zo ivez.
Roue an Angled-ha-Saozon, pe roue Bro-Saoz, e oa Æthelstan pe Athelstan (894–939), ha ren a reas adal 924 betek e varv e 939.
Ganet e oa war-dro 894. Mab e oa d'ar roue Edward an Henañ ha d'e bried kentañ, Ecgwynn. Ne zimezas ket ha bugel ebet n'en doe.
Degemer a reas en e lez ar Brezhon Alan Varvek, mab da Vathuedoi a Boc'her, en harlu rak ar Vikinged, hag a zeuas da vezañ dug Breizh goude dilestrañ e 936, ha Loeiz IV a Dramor, en harlu ivez, hag a zeuas da vezañ roue Bro-C'hall e 936.
War e lerc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ne zimezas ket Æthelstan, ha n'en doe bugel ebet. E lezvreur Edmund Iañ a renas war e lerc'h en 939. Ar Vikinged a gemeras o zro da deurel o c'hrabanoù war gêr York adarre, ha ne voe adkemeret kêr gant ar Saozon nemet en 954.
Alfred Veur | Roue Bro-Saoz 924- 939 |
War e lerc'h: Edmund Iañ |