Mont d’an endalc’had

Arthur Tudor

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Arzhur Tudor)
Arzhur Tudor

Arthur Tudur e kembraeg , pe Arthur Tudor e saozneg (Winchester, 19/20 a viz Gwengolo 1486Ludlow, Shropshire, 2 a viz Ebrel 1502), marvet da 16 vloaz, a oa mab henañ Herri VII, roue Bro-Saoz, hag e bried Elizabeth of York. Priñs Kembre e oa, hag eñ a oa da ren war-lerc'h e dad. E vreur Herri an hini a renas en e lec'h e 1509 da varv o zad.

Dimezet e oa bet d'ar briñsez spagnol Catalina de Aragón, merc'h ar roue Ferdinant II Aragon hag ar rouanez Izabel Iañ Kastilha evit skoulmañ un emglev diplomatek etre rouantelezh Spagn nevez-unanet ha Bro-Saoz ma oa an Tiegezh Tudor nevez-erruet er galloud.

Erruout a eure Catherine e Bro-Saoz e 1501 ; ar 14 a viz Du er bloaz-se e voe an eured. Goude o eured ez ejont da chom da gastell Ludlow, e Shropshire, nepell diouzh harzoù Kembre. Mervel a reas Arzhur pemp miz goude. Lavarout a reas an intañvez yaouank ne oa ket bet sevenet an eured.

Chom a reas Catherine e Bro-Saoz, ha d'an 11 a viz Mezheven 1509 ec'h addimezas, gant aotre ar pab Jul II, d'ar roue Herri VIII, breur he fried kentañ, ma teuas da vout rouanez Bro-Saoz.