Mont d’an endalc’had

Arvorig FM

Eus Wikipedia
Arvorig FM
local radio station
Sez sokialLanderne Kemmañ
Yezh implijetbrezhoneg Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://arvorigfm.bzh/ Kemmañ
Operating areaBro-Leon Kemmañ

Ur skingomz hollvrezhonek eo Arvorig FM, nann-kenwerzhel eo.

Krouet e oa bet Arvorig FM e Brest e 1995. Gireg Konan a oa unan eus ar re o deus krouet Arvorig FM gant David ar Gall, Andrev Roparzh, Ronan Hirrien, Ronan Debel, Jean-luc Bergot ha tud all e Kommana e 1998. Mont a reas studioioù ar radio d'en em staliañ e Kommanna goude-se. Ha bremañ emaint e Landerne. Bet eo bet kenurzhiet gant Herve ar Beg e-pad pell ha gant Reun Treger. Bec'h he deus bet ar radio o kaout ur frekañs nevez digant ar CSA e 2007.

 Mont en-dro 

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Staliet eo e Landerne, e Park Ijinañ Meskoad. Skingaset e vez hec'h abadennoù war an talm 91,7 MHz e Bro-Leon ha 107MHz e Landerne. Mouezh Bro-Leon eo he lugan ha skrivet eo "E brezhoneg penn-da-benn" en he logo. Adkaset e vez lod eus an abadennoù gant Radio Kerne, Radio Kreiz Breizh ha Radio Bro Gwened. Bet eo bet renet gant Herve ar Beg

An arc'hant implijet gant ar radio a deu eus Kuzul Rannvro Breizh, Kuzul-departamant Penn-ar-Bed hag eus un aozadur stad, an FSER (Fond de Soutien à l'Expression Radiophonique).

Hervez testenioù ne vez klevet nag e kreiz-kêr Brest nag e Rekourañs.

Yann-Bêr Thomin eo ar prezidant. Pauline Daniel eo ar genurzhierezh. E 2023 e voe tri c'hoprad all.

Kenlabourat a ra er bodad Brudañ ha Skignañ evit sevel ar c'heleier (kelaouenner Erwan Blanchard e 2023).

Emañ ar skinpeul e Plouziri. Aotreet eo bet Arvorig FM skignañ war ar skingomz niverel douarel e pastelloù-bro Brest ha Montroulez.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.