Arthur Wellesley
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Iwerzhon, Rouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon, Rouantelezh Portugal |
Lealded | Rouantelezh-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Arthur Wellesley, an chéad Diúc Wellington |
Anv ganedigezh | Arthur Colley Wellesley |
Anv-bihan | Arthur |
Anv-familh | Wellesley |
Moranv | Nosey |
Deiziad ganedigezh | 1 Mae 1769 |
Lec'h ganedigezh | Dulenn |
Deiziad ar marv | 14 Gwe 1852 |
Lec'h ar marv | Walmer Castle |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | Gwallzarvoud eus gwazhied an empenn |
Lec'h douaridigezh | Iliz-veur Sant Paol Londrez |
Tad | Garret Wesley |
Mamm | Anne Wellesley, Countess of Mornington |
Breur pe c'hoar | Anne Smith, William Wellesley-Pole, Henry Wellesley, Richard Wellesley, Gerald Valerian Wellesley |
Pried | Catherine Wellesley, Duchess of Wellington |
Bugel | Arthur Wellesley, 2nd Duke of Wellington, Lord Charles Wellesley |
Familh | House of Wellesley |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Micher | politiker, diplomat, ofiser |
Implijer | Skol-veur Oxford, Foreign Office |
Bet war ar studi e | Eton College, Beverley Grammar School, Drogheda Grammar School |
Lec'h annez | Dangan Castle |
Lec'h labour | Londrez |
Deroù ar prantad labour | 1787 |
Strollad politikel | Tories, Strollad Mirour |
Grad milourel | field marshal, general field marshal |
Brezel | Brezelioù an Dispac'h Gall, Brezelioù Napoleon, Brezel Dizalc'hted Spagn |
Skour lu | British Army |
Ezel eus | Royal Society, Academy of Science for Public Utility |
Perc'henn war | Copenhagen, Architectural Fantasy, with the Old Town Hall, Amsterdam, The Château of Goudestein, on the River Vecht, near Maarsen |
Deskrivet en URL | https://www.gov.uk/government/history/past-prime-ministers/arthur-wellesley-1st-duke-of-wellington |
Deskrivet dre | Arthur Wellesley (1769–1852), 1st Duke of Wellington, Arthur Wellesley (1769–1852), 1st Duke of Wellington, Field Marshal and Prime Minister, Arthur Wellesley (1769–1852), 1st Duke of Wellington, Field Marshal and Prime Minister |
Mount | Copenhagen |
Arthur Wellesley (1769–1852), kentañ dug Wellington, a oa un ofiser ha politiker saoz, a orin iwerzhonat, pennjeneral an arme a voe trec'h war an impalaer gall Napoleon Bonaparte e Waterloo e 1815, Kentañ Ministr Breizh-Veur etre 1828 ha 1830, hag adarre e-pad miz e 1834.
Alies e vez tostaet ouzh John Churchill, dug Marlborough, rak o-daou a voe jeneraled veur a-raok bezañ politikerien a bouez bras.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa Arthur Wesley d'an 30 a viz Ebrel 1769, pe e kastell Dangan, e kontelezh Meath, pe e ti e dud e Dulenn, en ur metoù protestant. Trede mab e dud e oa. E dad e oa Garret Wesley, kont Mornington, hag e vamm e oa Anne Hill, kontez Mornington, merc'h henañ beskont Dungannon. Kontet he deus bet e vamm e oa ganet en ti niverenn 24 en Upper Merrion Street, hiriv "The Merrion Hotel".
E 1778 e troas e anv da Wellesley.
Kaset e voe d'ober e studi da Eton eus 1781 da 1785, ha goude da Vrusel.
En arme
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brezel ouzh Napoleon
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]P'edo Napoleon o ren war an darn vrasañ eus Europa e klaske Bro-Saoz enebiñ ouzh e arme. Goude un droiad da Vro-Danmark e voe anvet Wellesley da letanant-jeneral ha kaset da Bortugal. Eno e klaske Portugaliz stourm ouzh ar C'hallaoued. Trec'h e voe Wellesley war ar C'hallaoued en Emgann Roliça hag en Emgann Vimeiro en 1808.
E miz Ebrel 1809 e voe lakaet e penn arme Portugal gant ar roue João VI. Setu eñ neuze e penn an div arme, saoz ha portugalat.
Hag eñ neuze da gas kuit an arme c'hall eus Portugal. Goude, gant un arme spagnol, e voe trec'h war arme ar roue gall lakaet e Spagn gant e vreur Napoleon, en emgann Talavera.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Richard Holmes: Wellington. The Iron Duke. Taschenbuchausg. HarperCollins, London 2003, ISBN 0-00-713750-8.