Arme dieubidigezh rusian
Neuz
Arme dieubidigezh rusian
| Rann eus | Wehrmacht, Russian Liberation Movement |
|---|---|
| Deiziad krouiñ | 1944 |
| Lealded | Trede Reich, Committee for the Liberation of the Peoples of Russia |
| Anv er yezh orin | Russische Befreiungsarmee |
| Skour lu | Heer (Wehrmacht) |
| Diazezer | Andrey Vlasov |
| Stad | Rusia |
| Foundational text | Smolensk Declaration |
| Deiziad divodañ | 1945 |



An Arme dieubidigezh rusian (e ruseg Русская освободительная армия (POA), treuzskrivet Russkaya osvoboditel'naya armiya, ROA), anvet ivez Arme Vlasov pe Lejion Vlasov, a oa ur bagad soudarded rusian armet gant ar Wehrmacht e-pad an Eil Brezel-bed. Aozet e oa an arme-se gant Andrey Vlasov, bet Jeneral an Lu Ruz, a glaske evel-se unaniñ an holl Rused a-enep renad bolchevek URSS. E-touez an emouestlidi e oa un niver bras a brizonidi brezel soviedek, Ostarbeiter (labourerien eus ar Reter), ha divroidi (Rused wenn en o zouez soudarded eus an Arme wenn enepkomunour o doa kemeret perzh er Brezel diabarzh Rusia. D'ar 14 a viz Du 1944 e oa adanvet ar bagad-se Nerzhioù armet ar poellgor evit dieubidigezh pobloù Rusia (VS-KONR).