Ariège (stêr)
An Arièja e Tarascon.
An Ariège (e galleg; okitaneg: Arièja; katalaneg: Arieja) a zo un adstêr d'ar Garona. Eieniñ a ra en estany de Fontnegra e Katalonia an Norzh, hag ober ar vevenn gant Andorra. Diskenn a ra eus ar Pireneoù ha tremen dre gêrioù Foix ha Pamiers a-raok kemberiñ gant ar Garona er su da Doloza. 163,53 km hed eo ar stêr. Roet en deus e anv d'an departamant Ariège.
Kêrioù treuzet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Arièja: Acs, Las Cabanas, Tarascon d'Arièja, Montgalhard, Fois, Varilhas, Pàmias, Sabardu.
- Nauta Garona: Senta Gabèla, Autariba.