Ar Marh dall

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ar Marh Dall zo ur ganaouenn-veur (cantate e galleg) skrivet gant Job an Irien ha sonaozet gant René Abjean, evit Bleun-Brug Plougastell-Daoulaz, e 1979. Ar ganaouenn-veur-se, leun a nerzh hag a lusk, a embann kreñv pegen a-bouez eo derc’hel start da identelezh, yezh hag istor Breizh.

Ur bladenn a voe enrollet e 2014 gant Lazoù-kanañ Kanomp Breizh (renet gant Jean-Marie Airault, rener Mouezh Paotred Breizh), e-pad « kampionad Breizh al lazoù-kanañ 2014 ».