Ar-Men (bier)
Ar-Men zo anv meur a vier breset gant an embregerezh Brasserie de Bretagne en enor da dour-tan ar Maen.
E-touez ar bieroù anvet Ar-Men breset gant Brasserie de Bretagne e kaver unan melen, unan rous, hag unan all alaouret breset e lec'hienn Landreger, e bro Dreger. Unan gwenn hag unan all gell zo breset e Tregon, e bro Gernev. Ar bieroù a vez gwerzhet dre voutailhadoù 33 ha 75 cl.
Ar bier gell (5,4 % vol.) zo graet gant ed gwinizh-du.
Ar bier gwenn (4,8 % vol.) zo graet gant gwinizh. Tapet ez eus bet gantañ ur vedalenn aour e Kenstrivadeg al labour-douar e Paris (Concours général agricole) e 2003 hag ur vedalenn arc'hant e 2005.
Ar bier melen (5 % vol.) zo graet gant gwinizh. Tapet ez eus bet gantañ ur vedalenn arc'hant e World Beer Cup en 2000, hag ur vedalenn arem e 2002.
Ar bier rous zo bet tapet gantañ ur vedaalenn arc'hant e Kenstrivadeg al labour-douar e Paris (Concours général agricole) e 2007.
Ar bier aouret zo ivez.