Antoninus Pius
Titus Aurelius Fulvus Boionius Arrius Antoninus, lesanvet Antoninus Pius (86-161) a oa un impalaer roman hag a renas eus 138 betek e varv e 161.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa e Lanuvium, d'an 19 a viz Du 86. Familh e dad Titus Aurelius Fulvus, konsul e 89 (aet da Anaon pa ne oa Antoninus nemet bugel yaouank), hag e dad-kozh Titus Aurelius Fulvus, koñsul suffect. war dro 70, koñsul e 85, a oa eus kêr Nemausus (Nimes hiziv). Arria Fadilla e oa e vamm. Prenet e voe douaroù en Italia gant e familh
Dimezet e oa da Annia Galeria Faustina Senior, pe Faustina Maior, merc'h da Rupilia Faustina, a oa c'hoar-gaer d'an impalaer Hadrian.
An impalaer Julian en deus lavaret diwar-benn Antoninus e oa un heskenner greun kumin (cuminum), da lavarout e oa un den pizh. Mervel a eure paket gant riv e Lorium, 18 km eus Roma, d'ar 7 a viz Meurzh 161, oajet a 71 vloaz.
Labourioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Antonin en eus laket war ar stern Itinerarium provinciarum (bet embannet gant G. Torin, 1512; Wesseling, Amsterdam, 1735; Parthey, Berlin, 1848)
E Galia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Antonin a reas adsevel Narbona, bet distrujet gant tan. Kresket hag adaozet ivez hentoù bro Narbona
E Breizh (-Veur)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 142 e lakaas sevel moger Antoninus en Enez Vreizh, etre ar Firth of Forth hag ar stêr Clyde, en hanternoz da voger Hadrian eta, savet ugent vloaz a-raok, e 122.
Levrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- M.N BOUILLET : Dictionnaire Universel d'Histoire et de Géographie. Librairie L. Hachette et Cie. Paris. 1863.
- François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains. 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C. Embannadurioù Errance. 1994