Ann Griffiths

Eus Wikipedia
Ann Griffiths
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon, Rouantelezh Breizh-Veur, Kembre Kemmañ
Anv-bihanAnn Kemmañ
Anv-familhGriffiths Kemmañ
Deiziad ganedigezhEbrel 1776 Kemmañ
Lec'h ganedigezhLlanfihangel-yng-Ngwynfa Kemmañ
Deiziad ar marvEost 1805 Kemmañ
Lec'h ar marvLlanfihangel-yng-Ngwynfa Kemmañ
Abeg ar marvpuerperal disorders Kemmañ
Lec'h douaridigezhChurch of St Michael Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetkembraeg Kemmañ
Yezh implijet dre skridkembraeg Kemmañ
Micherhymnwriter, barzh, skrivagner Kemmañ
Diellaouet gantLevraoueg Vroadel Kembre Kemmañ

Ann Griffiths (17761805) a oa ur varzhez kembraek ha saverez meulganoù kristen.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e voe Ann Thomas e miz Ebrel 1776 e kêr Dolwar Fechan e parrez Llanfihangel-yng-Ngwynfa, nepell diouzh Llanfyllin e kontelezh kozh Sir Drefaldwyn (bremañ e Powys). Merc’h e oa da John Evan Thomas, labourer-douar ha fabrik, ha d’e wreg Jane. Div c’hoar ha daou vreur he doa.

Desavet e voe Ann er feiz anglikan. E 1794, pa oa 18 vloaz, e varvas he mamm. Treiñ a reas Ann ouzh ar vetodouriezh, da-heul he breudeur, goude klevet prezegennoù Benjamin Jones eus Pwllheli.

Dimeziñ a reas da Thomas Griffiths, ul labourer-douar eus Meifod, metodour eñ ivez. Mervel a reas er gwentloù e miz Eost 1805, d’an oad a 29 bloaz, ha douaret e voe e Llanfihangel-yng-Ngwynfa.

Skridoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lezel a reas Ann Griffiths un toullad skridoù kembraek war he lerc’h, hag a voe embannet goude he marv gant ar pastor metodour John Hughes eus Pontrobert hag e wreg Ruth.

En he barzhonegoù e eztaole he feiz kristen ha diskouez a rae he anaoudegezh eus ar Skriturioù sakr. Hi eo brudetañ saverez meulganoù Kembre. Ha hiziv c’hoazh e seller outi evel ur skrivagnerez a-zoare. Skrivet en deus Saunders Lewis, diwar-benn he barzhoneg hirañ Rhyfedd, rhyfedd gan angylion... ("Marvailhus, marvailhus d’an aelez…"), e oa anezhañ "unan eus pezhioù kaerañ barzhoniezh relijiel Europa".

Brudet eo he meulgan Wele'n sefyll rhwng y myrtwydd hag alies e vez kanet e Kembre, war don Cwm Rhondda.

Evel Mari Jones (1784–1864), ur Gembreadez paour hag a gerzhas da gêr Y Bala da brenañ ur Bibl, e teuas Ann Griffiths, e Kembre an XIXvet kantved, da vezañ un harozez evit ar brotestanted.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]