Mont d’an endalc’had

Cwm Rhondda

Eus Wikipedia

Ur c'hantik kembraek eo Cwm Rhondda, kanet alies e degouezhioù meur, e-kerzh krogadoù rugbi. Dont a ra an anv eus traonienn ar Rhondda. Savet eo bet ar son (Arglwydd, arwain trwy'r anialwch) gant William Williams hag an ton gant John Hughes (1873–1932). Savet eo bet pe e 1905 pe e 1907 e Pontypridd.

Kaoz zo er son eus istor ar Yuzevien o tec'hel eus Egipt da vont da Ganaan.

Alies e vez kanet e kembraeg Wele'n sefyll rhwng y myrtwydd, savet gant Ann Griffiths.

Doareoù saoznek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Doareoù saoznek zo ivez:

  • Bread of Heaven (troidigezh gerioù Williams, gant Peter Williams), anvet ivez a-wechoù Guide Me, O Thou Great Jehovah, pe Guide Me, O Thou Great Redeemer,
  • Christ is Coming,
  • God of Grace and God of Glory.