E-kichen al lec'h m'emañ Andover e oa, en amzer proviñs Britannia, ur gêr roman anvet Leucomagus[1]. E kroashent daou hent roman bras edo : ar Portway, a gase eus Londinium (Londrez bremañ) da z-Durnovaria (Dorchester bremañ), hag an Icknield Way etre Norfolk ha Wiltshire.
Kartenn-lec'hiañ
Goude-se, en Xvet kantved, e kaver meneg eus ul lec'h annezet anvet Andeferas en hensaozneg. Ar meneg kentañ a gaver e 950 pa voe savet ur pavilhon chase eno gant ar roue Eadred.