Swithun
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Wessex |
Anv-bihan | Swithin |
Deiziad ganedigezh | 800 |
Lec'h ganedigezh | Hampshire |
Deiziad ar marv | 2 Gou 863, 2 Gou 862 |
Lec'h ar marv | Winchester |
Lec'h douaridigezh | Winchester Cathedral |
Micher | beleg katolik, eskob katolik |
Karg | Anglican Bishop of Winchester, diocesan bishop |
Relijion | Iliz katolik roman |
Urzh relijiel | urzh Sant Benead |
Consecrator | Ceolnoth |
Stad ar c'hanonizasion | sant |
Gouel | 15 Gouere |
Swithun (ha : Swithin ; hensaozneg : Swīþhūn ; latin : Swithunus (marvet d’an 2 a viz Gouere 861, 862 pe 863) a oa eskob Winchester e Bro-Saoz ha brudet eo evel sant.
Moarvat e oa bet ganet da vare ren Egbert, roue Wessex, ha beleget e oa bet gant Helmstan, eskob Winchester. Kelenner e voe da Æthelwulf, mab da Egbert, hag a voe roue Wessex e 839. Goude marv Helmstan e 852 pe 853 e voe anvet Swithun da eskob Winchester.
Kontañ a reer e roas Æthelwulf un dekvedenn eus e vadoù d'an iliz, diwar c'houlenn Swithun.
Hervez ar vojenn e voe savet pe adsavet meur a iliz gant Swithun, un eskob deol anezhañ, boas da vont war droad, hag a gouvie ouzh e daol ar re baour ha n'eo ket ar re binvidik.
Mervel a reas en 861, 862 pe 863 . E 971 e voe lakaet e relegoù en iliz-veur Winchester.
D'ar 15 a viz Gouere e vez lidet e zevezh gouel. Hervez ur c’hrennlavar saoznek, ma ra glav d'an devezh-se e raio glav e-pad 40 devezh ha 40 nozvezh da-heul ; pedet e vez ar sant pa vez sec'hor[1]
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) McLeod, Jaime. 'Today is St. Swithin's Day, e Farmers' Almanac, 15/07/2011. Kavet : 03/10/2023.