Eadred

Eus Wikipedia

Eadred (923 – 955) a voe roue Bro-Saoz goude marv e hantervreur Edmund Iañ en 946. Mab e oa d'ar roue Edward an Henañ ha d'e bried Eadgifu, ha mab-bihan da Alfred Veur.

Pa varvas e dad Edward e 924 e voe anvet e vab henañ Æthelstan da roue. Pa varvas Æthelstan e 939 e oa divugel, ha neuze e voe roet ar gurunenn da Edmund Iañ E 946 avat e voe lazhet Edmund ha lakaet Eadred da roue.

Aloubiñ a reas Northumbria ha trec'hiñ ar roue Erik Haraldsson e 954. Mervel a reas Eadred da 32 vloaz, ha dizimez e oa. E niz Eadwig, 15 vloaz, a renas neuze.


En e raok:
Edmund Iañ
Roue Bro-Saoz

946-955
War e lerc'h:
Eadwig