Mont d’an endalc’had

Tec'h da Egipt

Eus Wikipedia
(Adkaset eus An tec'h da Egipt)
Tec'h da Egipt
itinerary, Bible story, flight, artistic theme
Rann eusGospel of Pseudo-Matthew, Infancy Gospel of Thomas, Mazhev 2, Syriac Infancy Gospel Kemmañ
Relijionkristeniezh Kemmañ
Diazezet warGospel of Pseudo-Matthew, Infancy Gospel of Thomas, Aviel Mazhev, Syriac Infancy Gospel Kemmañ
Abeg pennañInosanted santel Kemmañ
Deskrivet dreThe Flight into Egypt, Riposo durante la fuga in Egitto, The Flight into Egypt, Rest on the Flight into Egypt, Flight into Egypt Kemmañ
Enebet ouzhreturn from Egypt Kemmañ
An tec'h da Egipt gant Giotto di Bondone (1304–06, Chapel Scrovegni, Padua)
Die Flucht nach Ägypten (Albrecht Dürer, 1494/97)
Diskuizh ar Werc'hez gant Lucas Cranach an Henañ (1504, Staatliche Museen, Berlin)

An Tec'h da Egipt zo un darvoud meneget en Testamant Nevez, en Aviel Mazhev (II, 13-23) ha deuet da vout danvez meur a oberenn en arzoù.

Stag eo ouzh darvoudoù pe mojennoù all, an Tri Roue, an Tiegezh santel, an Inosanted santel.

An tec'h da Egipt n'eo meneget nemet en Aviel Mazhev[1]. Goude gweladenn ar Rouaned e teu un ael en un hunvre da lavarout da Jozeb Nazaret e fell d'ar roue Herodez Veur lazhañ an holl vugale gant aon na deufe ar Mesiaz, degemennet en diouganoù, da gemer ar galloud digantañ.

En Aviel Lukaz ne gaver nemet un damveneg : « Peursevenet ganto pep tra hervez Lezenn an Aotrou, e tistroont d'ar Galile, da Nazaret, o c'hêr » (II, 39). Peadra da vagañ douetañs diwar-benn gwirionez ar fed ; ar pezh n'en deus ket miret ouzh an arzourien da daolenniñ an darvoud.

  • E portugaleg e vez graet an anv Nossa Senhora do Desterro (Itron Varia an harlu) eus ar Werc'hez abalamour d'an abadenn-se eus he buhez, ha pedet e vez en abeg da se da ziwall divroerien ha beajourien.
  • En italianeg eo anavezet evel ar Madonna degli Emigrat.

Meur a zoare zo.

  • Unan a ziskouez an tec'h end-eeun : Mari, ar mabig Jezuz etre he divrec'h, a zo azezet war un azen renet gant Jozef, e benn-bazh en e zorn. A-wechoù e vez pedet sent all da ober ar veaj.
  • An eil a liv ur prantad diskuizh e-pad an tec'h (bet ijinet gant an arzourien) : Mari en he c'hoazez war al leton, an azen o peuriñ, un ael bennak o tont d'ober ur gwel d'an tiegezh santel…
  • Un arzour bennak a liv an distro ( Le Retour d'Egypte, gant Nicolas Poussin).

Livet eo bet an darvoud gant an arzourien-mañ :

War an tu kleiz, senenn an Tec'h da Egipt, sablezenn e chapel Itron Varia ar Menez C'houm (Ploudiern), arzour dianav, 1571.

E Breizh e kaver ar senenn kizellet (e 1571) war treustoù chapel Itron Varia ar Menez C'houm (e Ploudiern) gant ar memes arzour ha hini sablezennoù iliz Pleiben[2]. Heverk eo an oberenn dre ma 'z eo dalc'het lerenn ar senenn gant daou zouger oc'h aroueziañ, e stil an Azginivelezh, war un tu Bro-Ejipt e-giz ur vaouez he brennid noazh ha war an tu all ar stêr Nil e-giz un doue kozh a laka anezhi strujus.

Da vare ar brezelioù etrerelijiel e seblant bezañ bet implijet an tem evit reiñ da gompren na oa ket kontrel d'an Aviel dibab an tec'h hag an harlu diwar abegoù a goustiañs dirak galloudoù heskinour.

Dedostaat a c'heller an tem ouzh hini an « nigoudenouriez » (nicodémisme e galleg) a ginnige un diskoulm all en degouezhioù-se : derc'hel d'e greañsoù en diabarzh hag ober van en diavaez da heuliañ ar relijion ofisiel. Anvet an doare-se diwar an diviz etre Jezuz ha Nigouden en Aviel Yann, III. An tem-mañ avat ne oa ket aes da daolenniñ. En em c'houlenn a c'heller hag-eñ ne oa ket an taolennoù diwar-benn diviz Jezuz gant ar Samaritanez (Yann, IV) ur gwign-lagad war-du an diviz gant Nigouden ; an div zanevell a zeu diouzhtu an eil war-lerc'h eben ha heñvel-kaer ar gentel : ne ra ket forzh ar geizioù diavaez, ar pezh a gont eo ar gredenn diabarzh.

  1. (br) [1], Mazhev II (13-15)
  2. S.o. : Sophie Duhem, Les Sablières Sculptées en Bretagne, Rennes, 1997.