Mont d’an endalc’had

Amos Oz

Eus Wikipedia
Amos Oz e miz Mae 2005

Amos Oz (hebraeg : עמוס עוז), bet ganet Amos Klausner d'ar 4 a viz Mae 1939 e Jeruzalem, zo ur skrivagner hag ur c’hazetenner israelian. Kelenner lennegezh e skol-veur Ben Gourion (e Beer-Sheva) eo ivez. Unan eus krouerien Peoc’h bremañ eo ivez, rak fellout a ra dezhañ ma vo lakaet un termen d’ar bec’h etre Israel ha Palestiniz.

E dud a oa sionourien deuet eus Reter Europa. E dad en doa studiet an istor hag al lennegezh e Vilnius (Lituania) ha deuet e oa da vezañ levraoueger ha skrivagner e Jeruzalem.
Al lodenn vrasañ eus izili ar familh Oz a oa sionourien adwelourien. Eontr e dad, Joseph Klausner, anezhañ un ezel eus ar strollad politikel Herout), a lakaas e anv evit bezañ prezidant Israel enep Chaim Weizmann. Kelenner war al lennegezh hebraek e oa e skol-veur hebraek Jeruzalem. Ar familh a-bezh ne oa ket gwall domm ouzh ar relijion.
Emlazh e vamm, pa oa-eñ 12 vloaz, a lakaas Amos Klausner da dreiñ mennozh a-fet politikerezh[1].
Tamm-ha-tamm e tostaas da du kleiz Israel, ha da 15 vloaz e kemeras perzh e kibboutz Houlda. D’ar mare-se e tibabas an anv Oz, hag a dalvez "nerzh" en hebraeg. Er c’hibboutz e chomas gant e wreg betek 1986, goude-se ez ejont da chom en Arad a-benn pareañ berr-alan o mab.
E dibenn ar bloavezhioù 1950 e reas e servij soudard e Tsahal, en (unvezh Nahal), hag e rankas brezeliñ war harzoù Siria.
Goude-se e studias ar brederouriezh hag al lennegezh hebraek er skol-veur. War-bouez un nebeud pennadoù er gelaouenn Davar hag e kazetenn ar c’hibboutz, ne lakaas embann netra a-raok bezañ 22 vloaz. E skridoù kentañ a voe embannet e 1965, hag e romant kentañ e 1966. Adalek ar mare-se e skrivas dalc'hmat, ul levr ar bloaz a skrivas dre vras, an holl anezho o vezañ embannet gant embannadurioù strollad al Labour (Am Oved o anv). Goude-se e voe embannet e levrioù gant an ti-embann anvet Keter. E-pad Brezel ar C’hwec’h Devezh (1967) e voe kaset d’ar Sinai, hag e-pad Brezel ar C’hippour (1973) e voe kaset da blaenenn ar Golan.

Politikerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Unan eus kefredourien bouezusañ Israel eo Amos Oz, hag unan eus a re gentañ a c’houlennas ma vije savet div Stad a-benn lakaat un termen d’ar brezel etre Israeliz ha Palestiniz.
E 1978 e voe e-touez krouerien Peoc’h bremañ ha sevel a reas enep an trevadennoù. Sevel a reas a-du gant Emglevioù Oslo hag a-du ivez evit ma vefe kaozeadennoù gant PLO.
E-pad pell e voe tost Oz da strollad al labour ha da Shimon Peres. Er bloavezhioù 1990 e troas war-zu Meretz (strollad an tu-kleiz). E 2003 e c’halvas da votiñ evit ar strollad-se.

E miz Even 2006 ec’h embannas e oa a-du gant Israel (brezel etre Israel ha Liban)[2]., goude-se e kemmas e vennozh hag e c’houlennas ma vije aozet un arsav-brezel. Kement-se a reas dre ur pennad er gazetenn Haaretz a sinas asambles gant skrivagnerien all evel David Grossman hag A.B. Yehushua.

  1. Rencontre avec Amos Oz in Philosophie magazine, niv 17, miz Meurzh 2008, p. 48
  2. Hezbollah Attacks Unite Israelis – Los Angeles Times, 19/07/2006.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]