Mont d’an endalc’had

Am Monadh

Eus Wikipedia

Am Monadh (gouezeleg; Grampian Mountains pe Grampians e saozneg) a zo unan eus teir aradennad venezioù pennañ a zo e Bro-Skos. E-kreiz ar vro emañ, ha dindan un darn eus an Uheldirioù.

N'eus anv kozh ebet e gouezeleg pa ne veze ket gwelet evel un hollad gwechall, ha graet e veze The Months (ar menezioù) eus an tolead e saozneg a-raok. Kar eo ar gar Monadh d'ar brezhoneg "menez", ha talvezout a ra bremañ kement ha "lanneg c'hleb veneziek", pe "geunioù meneziek"[1]. An anvadur saoznek Grampian(s) a zeu diwar ur vi-koukoug graet e 1476 en un embannadur eus skrid Tacitus, ma voe lakaet Mons Grampius e-lec'h Mons Graupius. Adkemeret e voe gant an istorour skosat Hector Boece e 1520, gant ar stumm Grampians, evit ober anv eus an tolead-mañ, daoust ma n'ouzer ket resis pelec'h edo ent-resis ar Mons Graupius meneget evit Emgann Mons Graupius a c'hoarvezas er bloaz 83 pe 84.

Uhelennoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Menezioù uhelañ Bro-Skos a gaver en tolead-se:

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. Malcolm Maclennan, Gaelic dictionary, 1925