Mont d’an endalc’had

Beinn Mac Duibh

Eus Wikipedia
Beinn Mac Duibh

Beinn Mac Duibh (saoznekaet e Ben Macdui pe Ben Macdhui) eo menez uhelañ Am Monadh Ruadh, en Uheldirioù Bro-Skos. 1 309 metr uhelder eo, hag ur munro eo.

Emañ Beinn Mac Duibh war an harzoù etre Siorrachd Obar Dheathain (Aberdeenshire) ha Moireibh (Moray). An eil menez uhelañ eo e Bro-Skos, hag e Breizh-Veur, goude Beinn Nibheis (Ben Nevis). Gallout a reer pignat betek krec'h dre veur a wenodenn.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.