Alys Bro-C'hall

Eus Wikipedia

Alys Bro-C'hall (1160 – c. 1220), a oa ur briñsez c'hall, ha kontez Vexin. merc'h e oa d'ar roue gall Loeiz VII (1120-1180), ha d'e eil pried Constanza Kastilha. Hanterc'hoar e oa da Fulup II.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hanterc'hoar e oa da Marie de Champagne hag Alix de France, bugale Loeiz hag Eleanora Akitania, ha c'hoar yaouankañ Marguerite Bro-C'hall. O mamm a oa addimezet d'ar roue saoz Herri II. Pemp sizhun goude marv Constance, o c'henel Alys, ec'h addimezas ar roue da Adèle Champagn, ha ganti en doe daou vugel all, hag en o zouez ar mabig a deuas da vout Fulup II.

E Genver 1169 e voe sinet un emglev etre ar rouaned Loeiz ha Herri evit dimeziñ Alys, merc'h Loeiz, da Richarzh, mab Herri. Ha kaset e voe Alys, eizh vloaz dezhi, da Vro-Saoz, hervez ar c'hiz.

Marv Herri II[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude marv e dad Herri II Plantagenêt, d'ar 6 a viz Gouhere 1189, e voe degaset Alys d'e vab Richarzh da Rouen, en C'hwevrer 1190. En 1191 e kasas keloù da roue Bro-C'hall, he breur Fulup II, ne oufe ket dimeziñ d'ar briñsez c'hall abalamour d'an dizenor a oa warni hervezañ.

En aner e klaskas Fulup he reiñ da bried da Yann Dizouar, breur yaouankoc'h Richarzh.

A-benn ar fin e timezas anezhi d'an 20 a viz Eost 1195 da Guillaume II Talvas (war-dro 1178-1221), kont Ponthieu. Evel argouroù e roe kontelezh Eu, kontelezh Arques hag ur brestadenn 5000 mark.

he bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Marie de Ponthieu (a-raok 1199 - † 1250), a zimezas div wech:
    • da Simon de Dammartin († 1239), kont Aumale ha Dammartin, hag a oa pennhêr kontelezh Ponthieu;
      • da Mathieu de Montmorency († 1250).
  • Jean II de Ponthieu (1199 - † 1214) .