Alfoñs Mari
Neuz
Alfoñs Mari, pe Alphonse Mary, (31 a viz Eost 1889-18 a viz C'hwevrer 1990), a oa ur beleg katolik eus Bro-Gwened.
E studioù a reas e kloerdi bihan Santez-Anna-Wened hag e kloerdi bras Gwened. Beleget e voe e 1913. Kelenn a reas lerc'h-ouzh-lerc'h e Gwened, er Faoued hag e kloerdi Santez-Anna. Goude-se e voe anvet e voe da berson ha da aluzener e meur a lerc'h goude-se. Ar braz eus e vuhez a dremenas o ren retredoù an eskopti, e Gwened. E 1941 e kemeras perzh en emvodoù a voe graet evit unvaniñ skritur ar brezhoneg.
Goude an Eil Brezel-bed e savas ur yezhadur eus brezhoneg Gwened, embannet e Gwened e 1949.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Précis de grammaire bretonne vannetaise à la portée de tous, Gwened, 1949. Sinet "Chanoine Mary".