Aleksandra Kostenyouk

Aleksandra Kostenyouk (e ruseg: Александра Костенюк) a zo bet ganet d'an 23 a viz Ebrel 1984 e Perm, Rusia (Unaniezh Soviedel).
Ur c'hoarierez echedoù rusian ha suis eo.
Du 2025: 2 483 edo he renk Elo Standard, 2428 he renk Elo Fonnapl ha 2 428 he renk Elo Luc'hedenn[1], 2 763 eo bet e renk Elo Standard uhelañ, bet tizhet e miz Ebrel 2005.
P'edo seizh vloaz hepken e teuas da vout Kampionez ar Merc'hed dindan dek vloaz.
Tapout a reas he zitl Mestr Meur Etrebroadel (GM) e miz Du 2004, Mestr Etrebroadel (IM) abaoe 2000, Mestrez veur (WFM) abaoe 1998 ha Mestrez etrebroadel (WIM) abaoe 1997 e oa dija [2]
Anvet e oa bet kampionez ar maouezi a Rusia (Samara, miz Mae 2005): +7, =4, -0.
Kampionez ar maouezi ag Europa e 2004 gant he zrec'h e tournamant Dresden (Alamagn).
E miz Eost 2006 e voe kentañ kampionez ar bed ag ar maouezi en Echedoù 960 gant he zrec'h war Elisabeth Pähtz: 5,5/2,5.
Kampionez ar maouezi ag ar bed e Naltchik (Rusia) e 2008 gant he zrec'h war Hou Yifan.
Ur bartienn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Aleksandra Kostenyouk — Elena Levoesjkina, 1996 | ||
|---|---|---|
|
|
|
Oberenn skrivet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en)Aleksandra Kostenyouk, How I became Grandmaster at age 14 .
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en)Aleksandra Kosteniuk, lec'hienn ofisiel
- (en)20 lec'hiadenn a-bouez en he fartiennoù
- (en)He fichenn FIDE
- (en)90 partienn e pgn
- (en)He c'hoari e Chess Games
- (en)Pennad-kaoz
- (en)Luc'hskeudennoù
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.