Mont d’an endalc’had

Alan Lee

Eus Wikipedia
Alan Lee
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh-Unanet Kemmañ
Anv-bihanAlan Kemmañ
Anv-familhLee Kemmañ
Deiziad ganedigezh20 Eos 1947 Kemmañ
Lec'h ganedigezhLondrez Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Bet war ar studi eEaling Art College Kemmañ
Lec'h annezChagford Kemmañ
Deroù ar prantad labour1978 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour1986 Kemmañ
Prizioù resevetMedalenn Kate Greenaway, World Fantasy Award—Artist, Academy Award for Best Production Design, Satellite Award for Best Art Direction and Production Design Kemmañ
Bet kinniget evitAcademy Award for Best Production Design, Academy Award for Best Production Design, Satellite Award for Best Art Direction and Production Design Kemmañ
Dileuriad ar gwirioù a aozerreproduction right not represented by CISAC member Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ


Alan Lee (ganet d'an 20 a viz Eost 1947) zo ur skeudennaouer saoz hag un designer evit ar filmoù. Anavezet eo e skeudennoù war hollved Douar-ar-C'hreiz savet gant J. R. R. Tolkien hag e labour gant Peter Jackson evit ar filmoù, The Lord of the Rings ha The Hobbit.

Alan Lee a zo ganet e Middlesex, hag en Ealing School of Art e studias.

Skeudennaouiñ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lee a skeudennaouas ur yoc'h a levrioù moliac'h, muioc'h a c'holeier c'hoazh. E-touez holl oberennoù J. R. R. Tolkien skeudennaouet gantañ emañ embannadur The Lord of the Rings e 1992, embannadur The Hobbit e 1999, embannadurioù The Children of Húrin e 2007, Beren and Lúthien e 2017, The Fall of Gondolin e 2018 ha The Fall of Númenor e 2022.[1] Al levrioù n'int ket gant Tolkien hag a zo bet skeudennaouet gantañ eo ar Faeries (gant Brian Froud), Lavondyss gant Robert Holdstock, The Mabinogion, Castles gant David Day, The Mirrorstone gant Michael Palin, The Moon's Revenge gant Joan Aiken, ha Merlin Dreams gant Peter Dickinson.

Levrioù klasel evit ar re yaouank a voe skeudennaouet gantañ. En o zouez emañ an Iliad hag an Odysseia, adkontet gant Rosemary Sutcliff hag anvet Black Ships Before Troy (Oxford, 1993) ha The Wanderings of Odysseus (Frances Lincoln, 1995), ha Metamorfozoù Ovid adkontet gant Adrian Mitchell (Frances Lincoln, 2009).

Lee a reas livadurioù-goleier evit an drilogiezh Gormenghast gant Mervyn Peake e 1983.[2] Golo an albom Alive! eus ar strollad Omnia a reas ivez.

Dourliverezh ha sketchoù e kreion paper zo daou eus ostilhoù karetañ Lee.[3]

Lee ha John Howe e oa an arzourion bennañ evit filmoù Peter Jackson ha tutaet e voe gant Guillermo del Toro evit ar film The Hobbit e 2008,[4] a-raok labourat gant Jackson pa baouezas del Toro gant ar raktres. Lee a gemeras perzh evit ar skeudennaouiñ hag harpañ a reas evit sevel senarioioù, evel an traezoù hag an armoù a oa gant an aktourion. Daou gameo e voe graet gantañ: evel unan eus an nav roue a zeuio da vout an nazgûled, hag evel ur brezeler eus ar Rohan er film The Two Towers (pa gomz Aragorn gant Legolas en Elveg).

Lee a labouras ivez evit ar filmoù Legend, Erik the Viking, King Kong hag an heuliad bihan Merlin. Al levr Faeries, savet gant Brian Froud, a oa tennet ag un dresadenn-vev eus 1981 gant an hevelep anv.[5]

Daou vloaz goude ar filmoù The Lord of the Rings, e embannas Lee un dastumad skeudennoù 192 pajenn anvet The Lord of the Rings Sketchbook (HarperCollins, 2005). Lavaret a reas Peter Jackson : "E arz a dapas ar pezh a felle din tapout gant ar filmoù."

  • Faeries (1978)
  • Castles (1984)
  • Brokedown Palace (1986)
  • The Return of the Shadow (1988) Golo hepken (evit embannoù SUA)
  • The Treason of Isengard (1989) Golo hepken (evit embannoù SUA)
  • The War of the Ring (1990) Golo hepken (evit embannoù SUA)
  • The Lord of the Rings (1991)
  • The Atlas of Middle-earth (1991) Golo hepken
  • Sauron Defeated (1992) Golo hepken (evit embannoù SUA)
  • The Hobbit (1997)
  • The Children of Húrin (2007)
  • Tales from the Perilous Realm (2008)
  • Beren and Lúthien (2017)
  • The Wanderer and Other Old-English Poems (2018)
  • The Fall of Gondolin (2018)
  • Unfinished Tales of Númenor and Middle-earth (2020)
  • The Lord of the Rings (2022) (Folio Society)
  • The Fall of Númenor (2022)
  1. https://web.archive.org/web/20101207214456/http://klingpost.com/artworks-by-alan-lee/
  2. [1]
  3. [2]
  4. http://www.theonering.net/torwp/2008/04/25/28747-guillermo-del-toro-chats-with-torn-about-the-hobbit-films
  5. https://books.google.com/books?id=P8a0J7byMhIC