Alain Helory

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
En aour e groaz koñchek en sabel heuliet gant pevar ererig ivez en sabel

Alain Helory a voe eskob Treger eus 1330 da 1338. [1]

Chaloni Kastell-Paol e oa pa voe anvet da eskob Treger, war-lerc'h Yves de Boisboissel

Er bloaz 1334 e c'hourc'hemennas da veleien eskopti Treger enoriñ sant Tual/Tugdual, patron an eskopti, hag Erwan Helory/Heloury a Gervarzhin, ha ne oa ket santelezet c'hoazh. [2] Kement-se a reas evit pouezañ war ar pab.

Ne ouzer ket ha kar da Sant Erwan e oa Alain Helory [3]

Richard du Perrier a zeuas war e lerc'h war gador eskopti Treger.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960
  2. Santelezet e voe d'an 19 a viz Mae 1347 gant ar pab Klemañs VI.
  3. Evit Pol Potier de Courcy, an ardamezioù hag ar sturienn zo heñvel.