Mont d’an endalc’had

Richard du Perrier

Eus Wikipedia
En glazur e zek kanochenn en aour, 4, 3, 2, 1

Richard du Perrier a voe eskob Treger eus 1338 da 1353[1],[2].

Sakret eo bet gant arc'heskob Teurgn er bloaz 1338, war-lerc'h Alain Helory.

Adalek ar bloaz 1339 e lakaas ledanaat e iliz-veur. Mes stanket eo bet abalamour da vrezel diabarzh, anvet Brezel Herez Breizh, pa oa bet aloubet kêr Landreger gant ar Saozon, hag e zispenne an ilizoù.

Kastell ha kêr ar Roc'h-Derrien a oa bet aloubet ivez gant ar Saozon, bet trec'h eno war Charlez Bleaz e 1347.

Aotre a voe roet gant ar pab d'an eskob da ziveziañ korf sant Erwan evit e saveteiñ.

D'an 19 a viz Mae 1347, ar pab Klemañs VI, en Avignon, a lakaas Erwan Helouri war roll sent an iliz katolik.

Robert Paynel e bignas war e lerc'h war gador eskopti Treger.

  1. Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960
  2. E familh a oa genidik eus Kervoroc'h, hag aotrou ivez e Skiñvieg, Berc'hed, Muzilheg, Kintin, Plourac'h, hag all. (Pol Potier de Courcy)