Mont d’an endalc’had

Yves de Boisboissel

Eus Wikipedia
En erminoù, e gab en gul karget gant teir mailhenn en aour
Gwerenn-livet iliz Gwalc'hion

Yves de Boisboissel a voe eskob Treger eus 1327 da 1330, eskob Kerne eus 1330 da 1333, hag eskob Sant-Maloù eus 1333 betek e varv e 1348[1].

Kiniad Sant-Brieg e oa pa voe anvet da eskob Treger war-lerc'h Pierre de l'Isle, d'ar 7 a viz Here 1327.

Mont e reas da Avignon, gant Guy de Penthièvre, evit goulenn digant ar Pab santelezadur Sant Erwan. Ar pab a savas ur c'huzul-enklask hag a grogas e labourioù adalek an 23 a viz Mezheven 1330.

Yves de Boisboissel a voe dilec'hiet da Gemper d'an 31 a viz Eost 1330. Mont a reas da Anaon e Sant-Maloù er bloaz 1348.

Alain Helory a zeuas war e lerc'h war gador eskob Treger.

  1. Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960