Mont d’an endalc’had

Ac'haied

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Akean)
Itron Mikene, murlivadur e Mikene, unan eus kêrioù an Ac'haied.

Ur bobl indezeuropat eus Henc'hres e oa an Ac'haied (Ἀχαιοί Ac'haioí en henc'hresianeg).

Deuet e oant eus ribloù ar Mor Du d'ober o annez da C'hres, war-dro an eil milved kent Jezuz-Krist. Kas a rejont ar Belaged kuit eus an toleadoù gwellañ a-raok bezañ kaset pelloc'h d'o zro gant an Dorianed ma voent rediet da gavout repu er Peloponnesos, dreist-holl en Ac'haia a zo bet anvet diwar o lerc'h.
En o amzer e tiwanas kêrioù Argos, Mikene, Tirins, Pilos. Moraerion e oant, hag ober a raent kenwerzh gant Kiprenez, Egipt hag Enez Kreta. Goveliañ a raent an arem, doñvaat a raent ar c'hezeg. Anaout a raent ar skritur ha skrivañ a raent ur yezh henc'hresian war tablezennoù pri gant ur skritur a reer ar skritur linennek B anezhañ.

Ac'haied eo an anv a vez graet ar muiañ (598 gwech) eus tud Hellaz en Ilias hag en Odysseia Homeros. A-hend-all e vez lavaret Danaed (Δαναοί Danaoi , kavet 138 gwech en Ilias) hag Argived (Ἀργεῖοι Argeioi, 29 gwech en Ilias).

En Ilias hag en Odysseia e vez kaoz eus an Ac'haied, evel pa vije bet graet an anv-se eus an holl Henc'hresianed. Anv zo eus Agamemnon, roue an Ac'haied, hag eus e lez e Mikene. Mont a reas ar roue da gerc'hat Elena, pried e vreur Menelaos, da gêr Droia (e gwalarn Turkia hiziv), goude ma oa bet skrapet gant an Droianed. Ha setu penaos e krogas brezel Troia, hervez ar barzh Homeros.

Koulskoude, n'eus bet kavet roud eus ar brezel-se nemet er vojenn a seblant bezañ bet savet gant ar barzh dall. Ma'z eus bet ur seurt brezel e vefe war-dro 1230 kt JK| hervez kavadennoù ar arkeologourien (sellet ouzh Heinrich Schliemann).

Sevel a rejont kêrioù mogeriet gant mein ramzel, 5 m tevder dezho, ken e krede an Henc'hresianed e oant bet degaset gant ar Gikloped, ma reer "mogerioù kikloped" eus ar seurt mogerioù. Div zor a chom e Mikene, Dor al Leonezed an hini anavezetañ.

E dibenn an XIIvet kantved kent Jezuz-Krist e voe aloubet un darn eus tiriad an Ac'haied gant an Dorianed. Distrujet e voe kêrioù Mikene, Argos ha Tirins.

Ac'haia eo anv bro an Ac'heaned.