Agathe Auproux
Neuz
Agathe Auproux, ganet d'ar 17 a viz Here 1991 e Guéret, zo un animatourez skinwel gall. Brudet eo dreist-holl evit bezañ animatourez en abadenn Touche pas à mon poste !.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Agathe Auproux a zo ganet e kêr Guéret. He mamm a zo a orin vietnamian. Ar vamm a oa kelennerez galleg en he skolaj. Tapet he deus ur vachelouriezh ES el lise Pierre Bourdan, a-raok mont da vevañ e Toloza evit kenderc'hel gant ar studioù. Klañv eo gant ur c'hrign-bev abaoe miz Gwengolo 2018[1].
Tabutoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tabutoù a zo savet tro-dro da Agathe Auproux:
- Miz Even 2017, kemenadennoù eus outi war Twitter gant frazennoù enep heñvelreizh ha gouennelour a zo adkavet.
- Nebeut amzer goude afer an testennoù Twitter e vez adkavet ez eus bet ivez ur poltred noaz hag un atersadenn evit al lec'hienn enlinenn sevenadurezh pornografek Le Tag Parfait.
- 8 a viz C'hwevrer 2018 e guitaa leurenn an abadenn Touche pas à mon poste ! rak taget e oa gant an animatourien all kerseet gant he dagadennoù a-enep Benjamin Castaldi[2] lakaet war-raok ganti evel o adkemer keleier ar fachosphère[3]
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ https://www.ouest-france.fr/culture/people/agathe-auproux-la-chroniqueuse-tele-annonce-etre-atteinte-d-un-cancer-sur-instagram-6257230
- ↑ http://www.huffingtonpost.fr/2018/02/08/agathe-auproux-quitte-le-plateau-de-tpmp-apres-un-nouvel-accrochage_a_23356844/
- ↑ "relayer des fake news de la fachosphère en parlant d'apologie du terrorisme"