Touche pas à mon poste !
| Anvet diwar | Touche pas à mon pote |
|---|---|
| Labour da-heul | Sbandati, J8, Omour Jedia |
| Danvez pennañ | skinwel |
| Raklec'hiet gant | Morandini ! |
| Krouet gant | Cyril Hanouna |
| Kinniger pe kinnigerezh | Cyril Hanouna |
| Skigner orin | C8 |
| Broadcast by | C8 |
| Bro orin | Frañs |
| Yezh orin ar film pe an abadenn skinwel | galleg |
| Deiziad kregiñ | 1 Ebrel 2010 |
| Produer | Cyril Hanouna |
| Embregerezh produiñ | H2O Productions |
| Dasparzher | Banijay Entertainment |
| Lec'h filmañ | Boulogne-Billancourt |
| Aspect ratio (W:H) | 16:9 |
| Camera setup | multiple-camera setup |
| Lec'hienn ofisiel | https://www.canalplus.com/c8/tpmp/touche-pas-a-mon-poste |

Touche pas à mon poste ! (TPMP) zo un abadenn skinwel C'hall skignet war C8 (D8 a-raok), sevenet gant H2O Productions. Tem diazez an abadenn a zo keleier ar skinwel hag ar mediaoù. Kinniget eo gant Cyril Hanouna eus al lun d'ar gwener noz (raloc'h gant Julien Courbet ar gwener). Implijet e vez kalz ar fent en abadenn met alies ez eus bet savet tabutoù.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Titl an abadenn a zo ur c'hoari ger diazezet war lugan SOS Racisme, « Touche pas à mon pote », Cyril Hanouna, stourmer ar gevredigezh-se en devoa goulennet gant Dominique Sopo prezidant al luskad ma oa tu e implij ar pezh a oa bet aotreet. Kinniget gant Cyril Hanouna harpet gant ur strollad animatourien, an abadenn a ginnig da dabutal war abadennoù all ar skinwel pe war an tabutoù a sav er skinwel. Kinniget e vez da arvestiñ filmigoù tennet eus abadennoù skinwel all pe eus ar rouedad. E-pad ar rubrikennoù eus an abadenn e vez savet c'hoarioù lies gant an animatourien hag an dud bet pedet. An dud pedet a zispleg o buhez, o obererezhioù.
Logo
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Koulzad 4
(Here 2012 - Eost 2013) - Hañvezh 2015
(Gouhere 2015 - Eost 2015) - Koulzad 9
(abaoe Mezheven 2017)
Tabutoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brudet eo an abadenn evit lakaat da sevel tabutoù alies.