Adrien Brody
Adrien Brody | |
![]() | |
Adrien Brody e Cannes e 2017
| |
Lesanv(ioù) | Adrien Brody |
---|---|
Ganedigezh | 14 a viz Ebrel 1973, New York, Stadoù-Unanet Amerika |
Broadelezh | ![]() |
Micher(ioù) | aktour, produer filmoù |
Adrien Nicholas Brody, ganet d'ar 14 a viz Ebrel 1973, zo un aktour ha produer filmoù stadunanat. Brudet eo bet dre e roll er film The Pianist (2002) gant Roman Polanski. Enoret eo bet gant un Academy Award for Best Actor d'an oad a 29 bloaz. An aktour yaouankañ eo betek-henn o vezañ enoret gant ar priz-se. Brody zo ivez an aktour stadunanat nemetañ o vezañ bet enoret gant ur priz gall, ar César evit ar gwellañ aktour.
Buhez prevez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Etre 2006 ha 2009 e oa o vevañ gant an aktourez spagnol Elsa Pataky. Brody a zo o vevañ gant an top model Lara Lieto abaoe 2013. E miz C'hwevrer 2020, e oa e koublad gant Georgina Chapman, bet gwreg Harvey Wenstein betek ma vefe kroget gant gwallreuz Me Too.