The Pianist (film, 2002)

Eus Wikipedia
Poltred eus an Dezrevell Stroop, adsavet eo bet er film

The Pianist zo ur film buhez ha drama brezel produet ha sevenet gant Roman Polanski hag embannet e 2002. Ronald Harwood a skrivas ar senario. Adrien Brody eo an aktour pennañ.

Diazezet eo an istor war ar buhezskrid The Pianist embannet e 1946. Un destenn eo a-zivout al Loskaberzh, bevet gant ar pianoour polonat yuzev Władysław Szpilman, hag a oa chomet bev. Ar film zo bet kenbroduet gant Bro-C'hall, ar Rouantelezh-Unanet, Alamagn ha Polonia.