AVS-36
| AVS-36 | |
|---|---|
Un AVS-36 en Armémuseum (Stockholm) | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Fuzuilh-emgann aotomatek/damaotomatek |
| Mont en-dro | Tennata dre amprest gazoù, piston |
| Munision | 7,62 × 54 mm R |
| Mare produiñ | 1936 - 1940 |
| Mare implij | 1936 - 1953 |
| Perzhioù teknikel | |
| Mas (hep kartouchenn) | 4,3 kg |
| Hirder | 1.230 mm |
| Hirder ar c'hanol | 612 mm |
| Hed-tenn pleustrek | 600 m |
| Tizh mont e-maez ar boledoù | 840 m/s |
| Lusk-tennañ | 800 tenn/mn |
| Endalc'h | Karger fiñv 15 kartouchenn |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | A |


An AVS-36 (diwar Avtomaticheskaya Vintovka Simonova doare 1936 ; rusianeg : Автоматическая винтовка Симонова образца 1936 года (АВС-36)) a zo ur fuzuilh aotomatek a voe implijet e-pad bloavezhioù kentañ an Eil Brezel-bed. Bez e oa unan eus an armoù troadegiezh kentañ gant ur choaz a-fed mod-tennañ (tenn-ha-tenn pe emgefreek) ha lakaet er servij milourel. Ar fuzuilh aotomatek kentañ produet en URSS e oa.
Savet e voe war-dro 34.000 AVS-36 betek 1940. Implijet e voe da vare an emgannoù war harzoù an URSS ha Japan (betek 1939) har er Brezel Goañv (1939-1940), e-lec'h ma tiskouezas bezañ diaes da implijout. Lousaet e veze re vuan e wikefre. Sevel a rae he c'hanol betek re pa denne a-dennadegoù ha ne oe ket resis tamm ebet neuze. Kemeret e voe he flas gant an SVT-40 damaotomatek e deroù aloubadeg an URSS gant Alamagn.[1] Chom a reas e servij betek 1953 en ur mod ofisiel, daoust dezhi chom hep bezañ implijet kalz da vat.
Hiziv-an-deiz ez eo ral-tre ar fuzuilhoù AVS-36. Kavet e vezont dreist-holl war ziskouez e Finland dre ma oa bet paket reoù gant ar Finned e-kerzh ar Brezel Goañv.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) The other Simonov : AVS-36 war Historical Firearms (lennet d'ar 06/07/2024)
| ||||||||||||||||||||||||||