305vet Divizion (Wehrmacht)

Eus Wikipedia
305vet Divizion Troadegiezh Bodensee (Wehrmacht)
305vet Divizion (Wehrmacht)
Skoed ardamezioù an 305vet Divizion Troadegiezh alaman
Padelezh Here 1940- Ebrel 1945
Bro Trede Reich
Sujidigezh Oberkommando der Wehrmacht

Trede Reich

Skourr Wehrmacht
Anvioù all Bodensee Division Baden-Württembergische Division Fels im Meer
Doare Troadegiezh
Gwarnizon Ravensburg
Brezel Eil Brezel-bed

An 305. Infanterie-Division (brezhoneg: 305vet Divizion Troadegiezh) eus ar Wehrmacht berraet e 305. ID a oa un unvez d'al lu Alaman hag a voe implijet e-pad an Eil Brezel-bed. An divizion a gemeras perzh en emgannioù brudet evel emgann Stalingrad, emgann Monte Cassino.

Daskoret eo d'al lu amerikan, d'an 88th Infantry Division (brezhoneg: 88vet divizion troadegiezh) e norzh Italia e-kichen Trento e miz Ebrel 1945.

Emgann Stalingrad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An 305vet divizion troadegiezh -pad emgann Stalingrad, e-touezh dismantroù an uzin armoù "barikadenn"

Donedigezh an 305vet divizion troadegiezh war talbenn emgann Stalingrad a roas nerzh d'al lu alaman evit kas da benn un argadenn veur. Adalek ar 14 a viz Here betek an 19 a viz Du 1942 e voe argad a-raok ziwezhañ an Alamaned e kêr Stalingrad. Un 90% bennak eus kêr a voe tapet gant lu an Trede Reich. Dindan urzhioù Adolf Hitler e oa bet soñjet implijout unvezhioù bihan met arbennikaet a-benn trec'hiñ da vat al Lu Ruz.

E kostez su Emgann Stalingrad e c'hoarvezas an dagadenn, greanti armoù Barrikady o vezañ er c'hreiz. An dagadenn a droc'has al linennoù difenn rusian e meur a lec'h. E norzh uzin traktourioù Stalingrad Dzerjinski e voe enkelc'hiet strolladoù-stourm al Lu Ruz ; heñvel e voe er c'hornôg e kostez uzin armoù Barrikady. An uzin traktour a gouezhas dindan daou zevezh, tizhet e voe ar Volga ha kregiñ a reas an Alamaned da vont e-barzh greanti Barrikady. An 62vet lu ruz a oa troc'het e daou damm.

Unvezhioù stourm an 305vet Divizion a oa bet distrujet betek 70 %, ne oa mui nerzh ganto da echuiñ gant krabanata uzin Barrikady. Argad, enep-argad, gwadus e voe a bep tu met digemm e chomas an talbenn. Riñset e voe al lec'h gant ar bombezadegoù Stuka hag an taolioù-kanol. Pa veze echuet gant ar bombezadegoù e kroge tagadenn an droadegiezh alaman. An difennerien chomet kuzhet a zistroe d'o fostoù-difenn hag e kroge an emgannoù.

D'an 18 a viz Du 1942 e voe enkelc'hiet ar 6vet lu alaman e kêr Stalingrad.

Pennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Penn kentañ fin Renk Pennoù
15 a viz Kerzu 1940 12 a viz Ebrel 1942 Generalleutnant Kurt Pflugradt
15 a viz Kerzu 1940 1añ a viz Du 1942 Generalleutnant Kurt Oppenländer
1añ a viz Du 1942 31 a viz Genver 1943 Generalleutnant Bernhard Steinmetz
5 a viz Meurzh 1943 Kerzu 1944 General der Artillerie Friedrich-Wilhelm Hauck
Kerzu 1944 29 a viz Kerzu 1944 Oberst Friedrich Trompeter
29 a viz Kerzu 1944 8 a viz Mae 1945 Generalmajor Friedrich von Schellwitz