Uzin armoù Barrikady

Eus Wikipedia
Uzin armoù Barrikady
Tres an dagadenn alaman e-pad emgann Stalingrad.
Ar poent 2 eo uzin armoù Barrikady

Uzin armoù Barrikady a zo ur greanti sevel armoù e kêr Volgograd. A-raok hag e-pad an Eil Brezel-bed e veze produet obuzioù eno. Anavezet eo evit bezañ bet ul lec'h difenn pouezus d'al Lu Ruz e-pad Emgann Stalingrad (17 a viz Gouhere 19422 a viz C'hwevrer 1943).

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adalek ar 14 a viz Here betek an 19 a viz Du 1942 e voe argad a-raok ziwezhañ an Alamaned e kêr Stalingrad. Un 90% bennak eus kêr a voe tapet gant lu an Trede Reich. Dindan urzhioù Adolf Hitler e oa bet soñjet implijout unvezhioù bihan met arbennikaet a-benn trec'hiñ da vat al Lu Ruz.

E kostez su Emgann Stalingrad e c'hoarvezas an dagadenn, greanti armoù Barrikady o vezañ er c'hreiz.

Lec'hiet dres e-tal an enezennig Zaïtsevski, an uzin Barrikady a oa deuet da vezañ ul lec'h talañ d'an argadennoù alaman a glaske tapout kêr Stalingrad. Ar jeneral Lioudnikov a oa staliet gant e 138vet divizion war un enezennig anvet eveltañ. An dachenn a oa 700 metrad war 400 metrad. Gant 1500 soudard e talc'hjont an dachenn.

Nepell er su diouto edo ar jeneral Gorishnyï gant ar 95vet divizion troadegiezh ; an dachenn da zerc'hel ne oa nemet 500 metrad treuzkiz dezhi. 1500 soudard a oa staliet eno, lod anezho o vezañ martoloded eus Flodad ar Reter Nesañ[1].

Keit ha ma voe tu e kendalc'has labourerien ar greanti da broduiñ obuzoù da vagañ en emgann. Pa dage an Alamaned e veze kemeret armoù gant al labourerien evit sikour d'an difenn betek gellout distreiñ d'o labour.


Berrdres eus an dachenn difenn uzin armoù
Barrikady e miz Here 1942

Deiz-ha-deiz, argadenn an Alamaned
hag an enep-argadoù a-berzh al Lu Ruz

Stalingrad : argad alaman e miz Here 1942
evit treuziñ an uzin armoù Barrikady

Stalingrad : argad alaman e miz Du 1942 evit treuziñ an uzin armoù Barrikady
16 DU 1942 : bombezadeg war Stalingrad
An uzin a weler en e sav bepred
Emgann en ur greanti
12 a viz Du 1942, an 305vet Divizion eus ar Wehrmacht e-pad tagadenn an uzin Barrikady

Gant donedigezh an 305vet divizion war an dachenn-emgann e voe tu d'an Alamaned da adkregiñ gant an tagadennoù. An dagadenn a droc'has al linennoù difenn rusian e meur a lec'h. E norzh uzin traktourioù Stalingrad Dzerjinski e voe enkelc'hiet strolladoù-stourm al Lu Ruz ; heñvel e voe er c'hornôg e kostez uzin armoù Barrikady. An uzin traktour a gouezhas dindan daou zevezh, tizhet e voe ar Volga ha kregiñ a reas an Alamaned da vont e-barzh greanti Barrikady. An 62vet lu a oa troc'het e daou damm.

Unvezhioù stourm an 305vet Divizion a zo bet distrujet betek 70 %, ne oa mui nerzh ganto da echuiñ gant krabanata uzin Barrikady.
Argad, enep-argad, gwadus e voe a bep tu met digemm e chomas an talbenn. Riñset e voe al lec'h gant ar bombezadegoù Stuka hag an taolioù-kanol. Pa veze echuet gant ar bombezadegoù e kroge tagadenn an droadegiezh alaman. An difennerien chomet kuzhet a zistroe d'o fostoù-difenn hag e kroge an emgannoù.

D'an 18 a viz Du 1942 e voe enkelc'hiet ar 6vet lu alaman e kêr Stalingrad.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (fr) Pierre Montagnon, La bataille de Stalingrad, Éditions du Rocher, 2012, (ISBN 978-2-268-07267-8)Google Books