Mont d’an endalc’had

Enez-Euz

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Île-d'Yeu)
Enez-Euz
Tour-tan Port-Joinville
Tour-tan Port-Joinville
Ardamezioù
Anv poateveg Ile dieu
Anv gallek (ofisiel) Île-d'Yeu
Bro Poatev Poatev
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Rannvro  Broioù al Liger
Departamant Vendée
Arondisamant Les Sables-d'Olonne
Kanton Enez-Euz (pennlec'h)
Kod kumun 85113
Kod post 85350
Maer
Amzer gefridi
Bruno Noury
2020-Gwengolo 2023
Etrekumuniezh hini ebet
Lec'hienn web https://www.mairie.ile-yeu.fr/
Poblañsouriezh
Poblañs 4 887 ann. (2022)[1]
Stankter 210 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
46°43′30″N 2°20′50″W
Uhelderioù bihanañ 0 m — brasañ 32 m
Gorread 23,32 km²

Enez-Euz (e galleg: Île-d'Yeu) zo ur gumun c'hall eus departamant ar Vendée hag eus rannvro Broioù al Liger. Un enezenn eo ivez. An enezenn nemeti er Poatev istorel eo gant Enez-Nermouster.

Emañ ar gumun en enezenn a zo dezhi ar memes anv : Enez-Euz. Kêriadennoù pennañ an enez zo : Port-Joinville (Port-Breton gwezhall), Saint-Sauveur (anvet le bourg gwezhall) ha La Meule.

Lec'hanvadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Enez-Euz e brezhoneg pe l'Île d'Yeu e galleg, gwezhall Augia hag Insula Oya er VIvet kantved, ad Oiam insulam en XIvet kantved.

Euz ha Yeu, evel Oye (Pas-de-Calais), a zeu eus ar germaneg auwja/augjo a dalve "pradenn c'hleb", "douar e-touez ar mor" hag "enez" war-lerc'h.

E-pad an Dispac'h e voe anvet Île-de-la-Réunion ha Rocher-de-la-sans-Culotterie.

Anvioù-lec'h e "ker-"

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En Enez-Euz ez eus 44 lec'hanv e "ker-", Ker Netra ha Ker-Babu en o zouez[2]. Ne oa ket poblet an enez gant Bretoned avat rak daoust d'al lec'hioù-se bezañ reizhskrivet evel e brezhoneg e teu ar rakger-mañ deus ar poateveg quéreù[3] a dalv "porzh", "park" pe "liorzh" hervez ar blegenn. Ouzhpenn-se, an anvioù staget a zo anvioù poatevek o orin.

  • Mervel a reas 128 gwaz eus ar gumun, da lavaret eo 3,06% eus ar boblañs e 1911, abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv[4].
  • Mervel a reas triwec’h den ag ar gumun abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv[5] .

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • L'Île d'Yeu, Maurice Esseul
  • Histoire de l’île d’Yeu, Maurice Esseul mai 2006
  • Oya-Insula ou l'Enfant à la Conque par Marc-Adolphe Guégan
  • L'Île d'Yeu Vendée hardie, lumineuse et rude , texte de Jean-François Henry et photographies de Jeanlin Henry 2005
  • Île d'Yeu, mémoire d'Islais, par Gertrude Dordor, photographies de Bruno Mazodier aux Editions Gisserot.
  • Instants d'Yeu, textes et photographies de Claude Burneau

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (fr)Dictionnaire toponymique de la Vendée
  3. Dictionnaire Français/Poitevin-Saintongeais, Vianney Pivetea, Geste Éditions, 2006
  4. (fr)Memorial Genweb
  5. (fr)Memorial Genweb